CHAB. XI.
1HOGEN ne oa var an douar nemed eur iez; an holl a gomze ar memes langach.
2Mes choarvezoud a reaz, evel maz eant var-zu bro ar Sav-heol, ma kavjont eur blenen e bro Shinear, hag e choumjont enhi.
3Hag e leverjont an eil d’egile: Deomp-ta, greomp brikennou ha poazomp anezhe en tan. Hag ho doe brik e-leac’h mein, ha godron e-leac’h pri.
4Hag e leverjont: Deomp, savomp eur gear hag eun tour hag a ielo beteg an env, ha lakomp hon hano da veza brudet dre-holl gant aoun ne vemp dispartiet hag hadet dre ar bed holl.
5Hag an Aotrou a ziskennaz da velet ar gear hag an tour a oa bet savet gant bugale an dud.
6Hag an Aotrou a lavaraz: Setu, n’ed int nemed eur bobl, ha n’ho deuz nemed eur iez hep-ken ha setu aze petra ho deuz commanset da ober; netra na hello breman miret outhe da ober ar pez ho deuz lakeat en ho fen.
7Deomp eta, diskennomp ha lakomp anezhe da gomz dishenvel an eil ouz egile en hevelep doare ma na helliut ket eu em glevet etre’zhe.
8Hag an Aotrou ho skuillaz ac’haue var fac an douar holl, hag e chomaz ar gear da zevel.
9Setu perag ar gear-ze a oe hanvet Babel (kemesk); rag an Aotrou a gemeskaz eno iez ar bed holl, hag ho c’hassaz ac’hane hag a skuillaz anezhe dre holl vroiou an douar.
10Setu aman lignez Sem: Sem oajet a gant vloaz hen devoe eur mab Arpacshad, daou vloaz goude an diluj.
11Ha Sem goude m’hen doe bet Arpacshad, a vevaz pemp cant vloaz; hag hen doe mibien ha merc’hed.
12Hag Arpacshad a vevaz pemp bloaz ha tregont, hag a oe tad da Shelach.
13Hag Arpacshad, goude m’hen doe bet Shelach, a vevaz pevar c’hant ha tri bloaz; hag hen doe mibien ha merc’hed.
14Ha Shelach a vevaz tregont vloaz, hag a oe tad da Heber.
15Ha Shelach, goude m’hen doe bet Heber, a vevaz pevar c’hant tri bloaz, hag hen doe mibien ha merc’hed.
16Hag Heber a vevaz pevar bloaz ha tregont, hag a oe tad da Beleg.
17Hag Heber, goude m’hen doe bet Peleg, a vevaz pevar c’hant tregont vloaz, hag hen doe mibien ha merc’hed.
18Ha Peleg a vevaz tregont vloaz hag a oe tad da Rehu.
19Ha Peleg, goude m’hen doe bet Rehu, a vevaz daou c’hant nao vloaz; hag hen doe mibien ha merc’hed.
20Ha Rehu a vevaz daou vloaz ha tregont, hag a oe tad da Serug.
21Ha Rehu, goude m’hen doe bet Serug, a vevaz daou c’hant seiz vloaz; hag hen doe mibien ha merc’hed.
22Ha Serug a vevaz tregont vloaz, hag a oe tad da Nachor.
23Ha Serug, goude m’hen doe bet Nachor, a vevaz daou c’hant vloaz; hag hen doe mibien ha merc’hed.
24Ha Nachor a vevaz nao bloaz var-n’ugent, hag a oe tad da Dhare.
25Ha Nachor, goude m’hen doe bet Thare, a vevaz naontec vloaz ha cant; hag hen doe mibien ha merc’hed.
26Ha Thare a vevaz deg vloaz ha tri-ugent, hag a oe tad da Abram, da Nachor ha da Haran.
27Setu aman lignez Thare: Thare a oe tad da Abram, da Nachor ha da Haran; hag Haran a oe tad da Lot.
28Hag Haran a varvaz dirag Thare, he dad, er vro ma oa ganet, er gear a Ur, e bro ar Galdeaned.
29Hag Abram ha Nachor a gemeraz priejou. Pried Abram a oa Saraï he hano, ha pried Nachor a oa Milca, merc’h da Haran, tad da Vilca ha tad da Jisca.
30Mes Saraï a oa difrouez; n’he doa bugel e-bed.
31Ha Thare a gemeraz Abram he vab, ha Lot mab Haran, he vab bihan, ha Saraï, he verc’h kaer, greg Abram he vab, hag ez ejont assambles euz a Ur, bro ar Galdeaned, evit mond da vro Canaan. Hag e teujont beteg Charan, hag e chomjont eno.
32Ha dervechou Thare a badaz daou c’hant pemp bloaz; ha neuze Thare a varvaz e Charan.