CHABISTR IV.
1Pe seurt avantach eta a livirimp‐ni hen deuz Abraham, hon tad, kavet hervez ar c’hig? 2rag mar d’eo bet justifiet Abraham dre an oberou, hen deuz leac’h d’en em c’hlorifia, mes nann dirag Doue. 3Rag petra a lavar ar Scritur? Abraham a gredaz da Zoue, hag e oe countet kement‐se dezhan evit justis. 4Hogen, d’an hini a labour, ar gobr na vez ket countet evel eur c’hras, mes evel eur gle. 5Mes d’an hini na labour ket, mes a gred en hini a justifi ar pec’her, he feiz a zo countet dezhan evel justis.
6Evel‐se eo e teu David da ziscleria eürusted an den a zo countet just gant Doue heb an oberou: 7Eürus, emezhan, ar re a zo pardonet dezhe ho gwall‐oberou, hag a zo goloet dezhe ho fec’hejou! 8Eürus an den da behini an Aotrou na gounto ket he bec’hed!
9Daoust hag an eürusted‐se n’ed eo nemed evit ar re circonciset hep‐ken? Pe ive evit ar re dicirconcis? rag lavaret a reomp penaos he feiz a oe countet da Abraham evit justis. 10Mes pe‐gouls eta eo bet countet dezhan evit justis? Goude ma oa bet circonciset, pe araog? Ne oa ket goude, mes e‐pad ma oa c’hoas dicirconcis. 11Hag e recevaz merk ar circoncision, evel eur siel euz ar justis hen doa bet dre ar feiz, pa oa c’hoas dicirconcis; evit ma vije tad d’ar re holl a gred, evithe da veza dicirconcis; ha ma teuje ho feiz da veza ive countet dezhe evit justis; 12ha ma vije ive tad d’ar re a zo circonciset, da lavaret eo, d’ar re pere ouzpen ma’z int circonciset, a heuil ive an hent euz ar feiz, hen doa heuillet hon tad Abraham, araog beza bet circonciset.
13Rag, n’e ket dre al lezen eo bet great da Abraham, pe d’he lignez, ar bromessa da gaoud ar bed evit heritach, mes dre ar justis euz ar feiz; 14rag mar d’eo ar re euz al lezen eo an heritourien, ar feiz a zo didalvoudec, ha n’euz promessa e‐bed ken. 15Rag al lezen a zigas ar goler; rag el leac’h n’euz lezen e‐bed, n’euz ket ken neubeud a dor‐lezen. 16Dre ar feiz eta eo ez omp heritourien, evit ma vezo dre c’hras, ha ma vezo assuret ar bromessa d’an holl lignez, n’e ket hep‐ken d’an hini a zo dindan al lezen, mes ive d’an hini a zo euz a feiz Abraham, pehini a zo tad deomp holl, 17(hervez ma’z eo scrivet: Me em euz da lakeat da dad da galz a nationou), tad deomp, a lavaran, dirag Doue, da behini e credaz, ha pehini a ro buez d’ar re varo, hag a c’halv an traou n’emaint ket, evel pa vefent. 18Oc’h esperoud heb sujet a esperans e‐bed, hen deuz credet e teuje da veza tad da galz a nationou, hervez ar pez a oa bet lavaret: Ker braz‐ze e teui da lignez da veza. 19Ha dre ne oa ket febl er feiz, ne chomaz ket da zonjal e oa he gorf dija dinerzet (pa’z eo gwir e oa erru tost da gant vloaz); na ken neubeud e oa Sara er meaz euz an oad da gaoud bugale; 20ha n’hen doe na douetans na disfiz euz ar bromessa a Zoue, mes krenveet e oe gant ar feiz, hag e roaz gloar da Zoue, o veza persuadet mad, 21penaos ez eo galloudec a‐walc’h evit ober ar pez hen deuz prometet. 22Abalamour da ze eo e oe countet dezhan kement‐se evit justis.
23Hogen, n’e ket evithan hep‐ken, eo bet scrivet penaos e oe countet kement‐se dezhan evit justis; 24mes ive evidomp‐ni, da bere e vezo ive countet kement‐se, evidomp‐ni pere a gred en Hini hen deuz savet a‐douez ar re varo Jesus hon Aotrou, 25pehini a zo bet livret evit hor pec’hejou, hag a zo resussitet evit hon justification.