CHABISTR VII.
1Goude‐ze e veliz pevar eal en ho za var bevar c’horn an douar, hag a zalc’he ar pevar avel, evit na chouezje avel e‐bed var an douar, na var ar mor, na var gwezen e‐bed. 2Neuze e veliz eun eal all o sevel e costez ar Sav‐heol, ha siel an Doue beo ganthan, hag e criaz gant eur vouez krenv d’ar pevar eal ho doa bet ar galloud da noazoud d’an douar ha d’ar mor, en eur lavaret: 3Na noazit ket d’an douar, na d’ar mor, na d’ar gwez, ken hon devezo merket gant eur ziel servicherien hon Doue var ho zal.
4Hag e kleviz an niver euz ar re a oa bet merket: pevar ha seiz ugent mil a oe merket euz an holl dribuou euz a vugale Israel; 5euz a dribu Juda, daouzec mil merket; euz a dribu Ruben, daouzec mil merket; euz a dribu Gad, daouzec mil merket; 6euz a dribu Ascer, daouzec mil merket; euz a dribu Nephthali, daouzec mil merket; euz a dribu Manasse, daouzec mil merket; 7euz a dribu Simeon, daouzec mil merket; euz a dribu Levi, daouzec mil merket; euz a dribu Issacar, daouzec mil merket; 8euz a dribu Zabulon, daouzec mil merket; euz a dribu Josef, daouzec mil merket; euz a dribu Benjamin, daouzec mil merket.
9Goude kement‐se e selliz, hag e veliz eun niver braz ha na helle den ho c’hounta, a bep nation, a bep tribu, a bep pobl, hag a bep langach; en em zerc’hel a reant en ho za dirag an tron ha dirag an Oan, gwisket gant saeou gwenn, ha palmez en ho daouarn; 10hag e crient gant eur vouez krenv, en eur lavaret: Ar zilvidigez a zeu euz hon Doue, pehini a zo azezet var an tron, hag euz an Oan. 11Hag an holl elez en em zalc’he en‐dro d’an tron, ha d’ar re Ancien, ha d’ar pevar aneval; hag ar re‐man en em brosternaz var ho bizach dirag an tron, hag ec’h adorjont Doue, 12en eur lavaret: Amen! Ar veuleudi, ar gloar, ar furnez, an actionou a c’hras, an henor ar galloud hag an nerz d’hon Doue, da virviken! Amen.
13Neuze unan euz ar re Ancien a gommansaz da gomz, hag a lavaraz d’in: Piou eo ar re‐ze a zo gwisket gant saeou gwenn, hag a be leac’h ez inthi deuet? 14Ha me a lavaraz dezhan: Aotrou, her gouzoud a rez. Hag hen a lavaraz d’in: Ar re‐ze eo ar re a zo deuet er meaz euz an drubuil vraz, hag ho deuz gwalc’het ho zaeou, hag ho deuz gwennet anezhe en goad an Oan. 15Abalamour da ze emaint dirag tron Doue, hag e servichont anezhan noz‐deiz en he dempl; hag an hini a zo azezet var an tron, a astenno he danten varnezhe. 16N’ho devezo mui a naoun, ha n’ho devezo mui a zec’hed; hag an heol na skoio ken varnezhe, na tomder e‐bed; rag an Oan, pehini a zo e‐kreiz an tron ho reno evel eur mesaer, hag ho c’hunduo da feunteuniou a zour beo, ha Doue a zec’ho an holl daelou euz ho daou‐lagad.