CHABISTR VI.
1Ha me a zellaz, pa hen doe digoret an Oan arziellou, hag e kleviz unan euz ar pevar aneval o lavaret gant eur vouez evel ar gurun: Deuz, ha gwel. 2Hogen, sellet a riz, hag e veliz eur marc’h gwenn, hag an hini a oa var he gein a oa eur warec ganthan, hag e oe roet dezhan eur gurunen, hag ez eaz evel unan custum da drec’hi, hag o vond da c’hounid ar victor.
3Ha pa hen doe an Oan digoret an eil siel, e kleviz an eil aneval o lavaret: Deuz, ha gwel. 4Hag e teuaz er meaz eur marc’h all a liou an tan; ha d’an hini a oa var he gein e oe roet ar galloud da gas kuit ar peoc’h divar an douar, evit ma teuje an dud d’en em laza an eil egile; hag e oe roet dezhan eur c’hleze braz.
5Ha pa hen doe an Oan digoret an trede siel, e kleviz an trede aneval o lavaret: Deuz, ha gwel. Hag e selliz, hag e veliz eur marc’h du, hag an hini a oa var he gein a oa ganthan en he zorn eur re‐balansou. 6Hag e kleviz e‐kreiz ar pevar aneval eur vouez, hag a lavare: Eur muzurad gwiniz evit eun diner, ha tri muzurad heiz evit eun diner; mes diwall da goll an eol hag ar gwin.
7Ha pa hen doe an Oan digoret ar pevare siel, e kleviz mouez ar pevare aneval o lavaret: Deuz, ha gwel. 8Hag e selliz, hag e veliz eur marc’h droug‐livet; hag an hini a oa var he gein, a oa he hano an Ankou, hag an Ifern a gerze var he lerc’h; hag e oe roet dezhe ar galloud var ar bederved loden euz an douar, evit lakaad an dud da vervel dre ar c’hleze, gant an naoun, dre ar c’hlenved, hag al loened gwez euz an douar.
9Ha pa hen doe an Oan digoret ar pemved siel, e veliz dindan an aoter eneou ar re a oa bet lakeat d’ar maro abalamour da c’her Doue, hag abalamour d’an desteni ho doa dalc’het da rei. 10Hag e crient a vouez huel, o lavaret: Pegeit, Aotrou Souveren, te, pehini a zo santel ha gwirion, e choumi c’hoas hep barna, hag hep venji hon goad a‐enep ar re a zo o choum var an douar? 11Hag e oe roet saeou gwenn da bep hini anezhe, hag e oe lavaret dezhe gortoz c’hoas eun neubeud amzer, ken a vije peur‐leuniet an nivereuz ho c’hen‐zervicherien hag euz ho breudeur pere a dlie beza lakeat d’ar maro evelthe. 12Hag e selliz, pa hen doe an Oan digoret ar c’houec’hved siel, ha setu ma choarvezaz eur c’hren‐douar braz, hag an heol a zeuaz da veza du evel eur sac’h reun, hag al loar a zeuaz da veza evel goad. 13Ha stered an env a gwezaz var an douar, evel ma taol eur vezen‐fiez he fiez glaz, pa vez hijet gant eur bar‐avel. 14Hag an env en em dennaz kuit evel eul levr a vez rollet; hag an holl meneziou hag an holl enezennou a oe loc’het euz ho flas; 15ha rouane an douar, hag ar re vraz, hag ar re binvidic, ar c’habitaned hag ar re galloudus, peb esclav ha peb den libr, en em guzaz er c’haverniou hag e reier ar meneziou; 16hag e lavarent d’ar meneziou ha d’ar reier: Kwezit varnomp, ha kuzit ac’hanomp euz a brezans an hini a zo var an tron, hag euz a goler an Oan; 17rag deuet eo an devez braz euz he goler, ha piou a hello kenderc’hel en he za?