CHABISTR XI.
1Neuze e oe roet d’in eur gorzen henvel ouz eur wialen; hag an eal a zeuaz, hag a lavaraz: Sav, ha deuz da vuzuri templ Doue, hag an aoter, hag ar re a zo eno oc’h adori. 2Mez lez ar porz a zo a‐ziaveaz an templ, ha na vuzur ket anezhan; rag roet eo bet d’ar Jentiled; hag int a flastro gant ho zreid ar gear zantel e‐pad daou vis ha daou‐ugent. 3Ha me a roio d’am daou dest ar galloud da brofetisa, e‐pad mil daou c’hant ha tri‐ugent devez, gwisket gant sier. 4Ar re‐man eo an diou olivezen, hag an daou gantoleur pere en em zalc’h dirag Aotrou an douar. 5Ha ma fell da unan‐benag ober droug dezhe, e teuio er meaz euz ho genou tan hag a zevoro ho inimied; rag mar fell da unan‐benag ober droug dezhe, e ranko perissa evel‐se. 6Beza ho deuz ar galloud da zerri an env, evit na rai ket a c’hlao, e‐pad ma profetizint; ha beza ho deuz ar galloud da drei an dour en goad, ha da skei an douar a bep seurt gwalennou, ken alies ha ma fell dezhe. 7Ha pa ho devezo echuet da rei ho zesteni, al loen a zav euz an abim a rai brezel dezhe, a vezo treac’h varnezhe, hag ho lazo. 8Hag ho c’horfou maro a vezo var blasen ar gear vraz, pehini a zo galvet spirituelamant Sodom hag Egypt, e pe leac’h ive eo bet crucifiet hon Aotrou. 9Ha tud a‐douez pep pobl, ha pep tribu, ha pep langach, ha pep nation, a velo ho c’horfou maro, e‐pad tri devez hanter, ha na lezint ket ho lakaad en beziou. 10Hag an dud a choum var an douar en em rejouisso abalamour dezhe, hag en em roio d’al levenez, hag e kassint prezanchou an eil d’egile, rag an daou brofet‐se ho devezo tourmantet habitanted an douar. 11Mes goude an tri devez hanter‐ze, ar Spered a vuez digasset a‐berz Doue a antreaz enhe, hag e savjont adare var ho zreid, hag eur spount vraz a gwezaz var ar re a velaz anezhe, 12hag e klevjont eur vouez vraz euz an env, hag a lavare dezhe: Savit aman; hag e savjont en env en eur goabren, hag ho inimied a velaz anezhe. 13En heur‐ze ive e c’hoarvezaz eur gwall‐grennamant douar; hag an degved loden euz ar gear a gwezaz, hag er c’hrennamant douar‐ze e oe lazet seiz mil den, hag ar re all a oe spountet braz, hag e rojont gloar da Zoue an env.
14An eil gwalen a zo tremenet; setu an drede gwalen a zeui dizale.
15Hogen, ar seizved eal a zonaz gant an drompil ha moueziou braz a oe klevet en env, hag a lavare: Rouantelezou ar bed a zo lakeat dindan galloud hon Aotrou hag he Christ, hag hen a reno da virviken. 16Hag ar pevar‐var‐n’ugent den Ancien, pere a zo azezet var ho zronou dirag Doue, a gwezaz var ho bizach, hag a adoraz Doue, en eur lavaret: 17Renta a reomp grasou d’id, Aotrou Doue holl‐c’halloudec, PEHINI A ZO, PEHINI A OA, ha PEHINI A VEZO, abalamour ma ec’h euz kemeret da c’halloud braz en da zorn, ha ma’z oud antreet en da rouantelez. 18Ar boblou a zo droug enhe; mes da goler a zo deuet, hag ive an amzer da varn ar re varo, ha da rei recompans d’az servicherien ar brofeted, ha d’ar zent, ha d’ar re ho deuz doujans evit da hano, bihan ha braz, ha da goll ar re a goll an douar.
19Ha templ Doue a zigoraz en env, hag e oe gwelet en he dempl an arc’h euz he allians; hag e teuaz luc’hed, moueziou, ha curun, hag eur c’hrennamant douar, ha kazerc’h braz.