1Hag e veliz eun eal galloudec all, o tisken euz an env, eur goabren en‐dro dezhan, hag eur ganeveden var he ben; he vizach a oa evel an heol, hag he dreid evel pillierou tan. 2Bez e oa ganthan en he zorn eul levr bihan digor; hag e lekeaz he droad deo var ar mor, hag he hini kleiz var an douar; 3hag e criaz gant eur vouez krenv, evel eul leon o iudal, ha pa hen doe criet, ar seiz curun a roaz da glevet ho moueziou. 4Ha pa ho doe ar seiz curun roet ho moueziou da glevet, ez ean da scriva; hag e kleviz eur vouez euz an env hag a lavare d’in: Dalc’h siellet an traou ho deuz lavaret ar seiz curun, ha na scriv ket anezhe. 5Hag an eal em boa gwelet en he za var ar mor ha var an douar, a zavaz he zorn etrezeg an env, 6hag a douaz dre an hini a zo beo da viken, pehini hen deuz crouet an env hag an traou a zo enhan, an douar hag an traou a zo enhan, ar mor hag an traou a zo enhan, penaos na vije mui a amzer, 7mes en deiziou ma roje ar seizved eal he vouez da glevet, pa zonje gant an drompil, e vije accomplisset myster Doue, evel ma hen doa discleriet d’ar brofeted, he zervicherien. 8Hag ar vouez em boa klevet euz an env a gomzaz c’hoas ouzin, hag a lavaraz d’in: Kea, kemer al levr bihan a zo digor en dorn an eal a zo en he za var ar mor, ha var an douar. 9Mond a riz da gavoud an eal, hag e liviriz dezhan: Ro d’in al levr bihan; hag hen a lavaraz d’in: Kemer, ha debr anezhan; karga a raio da entraillou a c’hoervder; mes en da c’henou e vezo dous evel mêl. 10Hag e kemeriz al levr bihan euz a zorn an eal, hag e tebriz anezhan; hag e oe em genou dous evel mêl, mes pa em boe lounket anezhan, va entraillou a oe leun a c’hoervder. 11Neuze e lavaraz d’in: Red eo d’id profetisa c’hoas divarben kalz a boblou, a nationou, a langachou hag a rouane.