CHABISTR I.
1Revelation Jesus‐Christ, roet dezhan gant Doue, evit diskouez d’he zervicherien an traou a dle c’hoarvezout hep‐dale, hag hen deuz roet da anaoud, en eur zigas he eal da Ian, he zervicher; 2pehini hen deuz discleriet ger Doue, ha testeni Jesus‐Christ, ha kement hen deuz gwelet. 3Eürus an hini a len, hag ar re a zelaou ar c’homzou euz ar brofesi‐man, hag a vir an traou scrivet enhi; rag an amzer a zo tost.
4Ian, d’ar seiz Iliz a zo en Azi. Gras ha peoc’h a‐berz an Hini A ZO, A OA, hag A VEZO, hag euz a‐berz ar seiz spered pere a zo dirag he dron; 5hag euz a‐berz Jesus‐Christ, an test fidel, ar c’henta ganet a‐douez ar re varo, hag ar Prins euz a rouane an douar. 6D’an hini hen deuz karet ac’hanomp, hag hen deuz hor gwalc’het euz hor pec’hejou dre he oad, hag hen deuz hor great rouane ha beleien da Zoue he Dad; dezhan ar gloar hag ar galloud da virviken! Amen. 7Setu, ema o tond var ar goabrennou, ha pep lagad a velo anezhan, hag ar re memeus ho deuz toullet anezhan; hag an holl boblou euz an douar a skoio va boul ho c’halon dirazhan. Ia, Amen.
8Me eo an Alpha hag an Omega, ar c’hommansamant hag ar fin, eme an Aotrou, an Ilini A ZO, A OA, hag A VEZO, an Holl‐C’halloudec.
9Me, Ian, ho preur hag ho consort en drubuil hag er rouantelez, hag er batianted en Jesus‐Christ, a oa en enezen a c’halver Patmos, abalamour da c’her Doue, ha d’an desteni a Jesus‐Christ.
10Ravisset e oenn a spered da zeiz an Aotrou, hag e kleviz adre d’in eur vouez vraz, evel hini eun drompil, 11hag a lavare: Me eo an Alpha hag an Omega, ar c’henta hag an diveza; ar pez a velez, scrivhen en eul levr hag hen kas d’ar seiz Iliz a zo en Azi, en Ephesus, e Smyrn, en Pergamus, e Thyatira, e Sardis, en Philadelphia hag en Laodicea. 12Neuze e tistroiz evit gwelet a be leac’h e teue ar vouez a gomze ouzin; hag o veza distroet, e veliz seiz cantoleur aour; 13hag e‐kreiz ar seiz cantoleur, unan henvel ouz Mab an den, gwisket gant eur zae hir, ha gourizet var boul he galon gant eur gouriz aour. 14He ben hag he vleo a oa gwenn, evel gloan gwenn, evel an erc’h, hag he zaou‐lagad a oa evel eur flam‐tan; 15he dreid, henvel ouz coevr euz ar c’haera, a luc’he evel pa vijent en eur fournez a dan, hag he vouez a oa evel mouez an doureier braz. 16Bez’ e oa ganthan en he zorn deo seiz stereden; euz he c’henon e teue eur c’hleze lem euz an daou du, hag e vizach a lugerne evel an heol e‐kreiz he nerz. 17Hogen, pa veliz anezhan, e kweziz d’he dreid evel pa vijen maro, hag hen a lakeaz he zorn deo varnoun, en eur lavaret d’in: Na pez ket a aoun; me eo ar c’henta hag an diveza, an hini a zo beo; 18bet oun maro, ha setu ez oun beo da virviken, Amen; ha ganen ema alc’houezou an ifern hag ar maro. 19Scriv an traou ec’h euz gwelet, an traou a zo hag ar re a dle c’hoarvezoud goude ar re‐man. 20Setu aman myster ar seiz stereden ec’h euz gwelet em dorn deo, hag ar seiz cantoleur aour: Ar seiz stereden eo an elez euz ar seiz Iliz; hag ar seiz cantoleur ec’h euz gwelet, eo ar seiz Iliz.