CHABISTR XIV.
1Gouel ar Pask hag ar bara hep goell a dlie di‐gouezoud daou zevez goude; hag ar Scribed a glaske an tu da gemeret Jesus dre finessa ha d’hen lakaad d’ar maro. 2Mes lavaret a reant: Arabad eo e vez e‐pad ar gouel gant aoun ne deufe trouz da zevel e‐touez ar bobl.
3Ha Jesus, o veza en Bethani, en ti Simon an den lor, pa edo ouz taol, e teuaz eur vaouez gant eur bessel alabastr, leun a eol a c’houez‐vad hag a briz vraz, hag o veza torret ar bessel, e skulliaz an eol var he ben. 4Hag unan‐benag anezhe a oe droug enhe, hag a lavare: Da betra beza kollet an eol a c’houez‐vadse? 5Rag gallet e vije gwerza anezhan ouz‐pen tri c’hant diner, hag ho rei d’ar beorien. Hag e vurmurent a‐enep d’ar vaouez‐ze.
6Mes Jesus a lavaraz: Lesthi; perag e rit‐hu nec’hamant dezhi? Eun oeuvr vad he deuz great em c’henver. 7Rag peorien ho pezo atao en ho touez; hag ec’h hellit ober vad dezhe pa garfot; mes n’ho pezo ket ac’hanoun‐me atao. 8Great he deuz ar pez he deuz gallet; ambaumet he deuz va c’horf evit servichoud en avans d’am sebelia. 9E gwirionez hen lavaran deoc’h, e pe leac’h‐benag dre ar bed holl ma vezo prezeget an aviel‐man, ar pez he deuz great a vezo lavaret ive e memor anezhi.
10Neuze Judas Iscariot, unan euz an daouzec, a ieaz da gavout prinsed ar veleien evit hen livra dezhe. 11Ar re‐man a zelaouaz anezhan gant joa, hag e prometjont rei arc’hant dezhan; hag adaleg neuze e klaskaz an tu d’hen livra dezhe.
12An deiz kenta euz ar baraou hep goell, en amzer ma sacrifient ar Pask, he ziskibien a lavaraz dezhan: E pe leac’h e fell d’id ez afemp da brepari ar pez a zo ezom evit debri ar Pask? 13Neuze e kassaz daou euz he ziskibien, hag e lavaraz dezhe: It en kear, hag e kavfot var hoc’h hent eun den o tougen eur podad dour; it var he lerc’h. 14Hag e pe leac’h‐benag ma c’hantreo, livirit da vestr an ti: Ar mestr a lavar: Pe leac’h ema ar zal en pehini e tebrin ar Pask gant va diskibien? 15Hag hen a ziskouezo deoc’h eur zal vraz d’an neac’h, lakeat en urz ha prest; preparit eno ar Pask evidomp. 16He ziskibien eta a ieaz en hent, hag o veza erruet en kear, e kavjont pep tra evel m’hen doa lavaret dezhe; hag e preparjont ar Pask.
17Pa oe deuet an abardaez, e teuaz gant an daouzec. 18Ha pa edont ouz taol, o tebri, Jesus a lavaraz: En gwirionez e lavaran deoc’h penaos unan ac’hanoc’h, hag a zo o tibri ganen, a drahisso ac’hanoun. 19Neuze e commansjont beza glac’haret; hag e leverjont dezhan an eil goude egile: Ha me eo? 20Hen a respontaz dezhe: Unan euz an daouzec eo, hag a laka he zorn ganen er plad. 21Mab an den evit‐gwir a ia evel ma’z eo scrivet divar he ben; mes malheur d’an den gant pehini eo trahisset Mab an den; gwell e vije d’an den‐ze na vije ket bet ganet.
22Hag evel ma tebrent, Jesus a gemeraz bara, hag, o veza rentet grasou, e torraz anezhan, hag hen roaz dezhe, en eur lavaret: Kemerit, debrit, he‐man eo va c’horf. 23Hag o veza kemeret ar c’halir, ha rentet grasou, e roaz anezhan dezhe, hag ec’h evjont holl euz anezhan. 24Hag e lavaraz dezhe: He‐man eo va goad, ar goad euz an allians nevez, pehini a zo skuliet evit kalz. 25E gwirionez hen lavaran deoc’h, na evin mui euz ar frouez‐ze euz ar winien beteg an deiz ma c’hevin anezhan nevez en rouantelez Doue.
26Ha goude beza canet ar c’hantic, ez ejont kuit da Venez Olived.
27Neuze Jesus a lavaraz dezhe: En noz man e vezin evidoc’h holl eun occasion da gweza; rag scrivet eo: Skei a rin ar pastor, hag an denved a vezo disperset. 28Mes goude ma vezin resussitet, me a ielo araog deoc’h en Galile. 29Ha Per a lavaraz dezhan: Ha pa zeufe an holl da veza scandalizet, evidoun‐me ne vezin ket. 30Neuze Jesus a lavaraz dezhan: En gwirionez e lavaran d’id, penaos hirio, en nozman zo‐ken, araog m’hen devezo canet ar c’hilloc diou wech, te az pezo va nac’het teir gwech. 31Mes hen a lavare c’hoas krenvoc’h: Ha pa ve red d’in mervel ganez, na nac’hin ket ac’hanoud. Hag holl e lavarent ar memeus tra.
32Neuze ez ejont en eul leac’h a c’halvet Gethsemane. Ha Jesus a lavaraz d’he ziskibien: Azezit aman ken am bezo pedet.
33Hag e kemeraz ganthan Per, Jakes ha Ian; hag e commansaz da veza spouronet hag ankeniet braz. 34Hag e lavaraz dezhe: Trist eo va ene beteg ar maro; choumit aman ha beillit. 35Hag o veza eat eun neubeud pelloc’h, hen n’em brosternaz d’an douar, en eur bedi ma’z aje, mar d’oa possubl, an heur‐ze pell diou‐than. 36Hag e lavare: Abba! Tad! pep tra a zo possubl d’id; distro diouzin ar c’halir‐ze; koulskoude ra vezo great n’e ket ar pez a fell d’in, mes ar pez a fell d’id.
37Dond a reaz neuze d’ho c’havoud hag ho c’havaz kousket; hag e lavaraz da Ber: Simon, choumet oud kousket! n’ec’h euz ket eta gallet beillia eun heur? 38Beillit ha pedit, gant aoun da gweza en dentation; ar spered a zo pront, mes ar c’hig a zo sempl.
39Mond a reaz adare, hag e pedaz, o lavaret ar memeus komzou.
40Hag o veza distroet, ho c’havaz adare kousket, rag ho daou‐lagad a oa pounereet; ha na ouient petra da respont dezhan.
41Hag e teuaz d’ho c’havoud evit an deirved gwech, hag e lavaraz dezhe: Kouskit breman, ha kemerit ho repos! Awalc’h eo! deuet eo an heur; setu, Mab an den a zo livret etre daouarn ar bec’herien. 42Savit, deomp, setu o tostaad an hini a drahis ac’hanoun.
43Ha kerkent, evel ma oa c’hoas o komz, e teuaz Judas, unan euz an daouzec, ha ganthan eur vanden vraz a dud gant klezeier ha bizier, a‐berz prinsed ar veleien, ar Scribed hag ar re Ancien. 44Hogen an hini a drahisse anezhan hen doa roet dezhe ar sin‐man: An hini a bokin dezhan, hennes eo; crogit enhan, ha kassit anezhan ganeoc’h, en eur diwall anezhan mad. 45Kerkent eta evel ma oa erruet, e tostaaz outhan hag e lavaraz dezhan: Mestr, Mestr; hag e pokaz dezhan. 46A‐neuze e toaljont ho daouarn var Jesus, hag e crogjont enhan.
47Hag unan euz ar re a oa eno a dennaz he gleze, a skoaz gant eur mevel d’ar beleg braz, hag a droc’haz he skouarn dezhan.
48Neuze Jesus, o komz outhe, a lavaraz: C’houi a zo deuet gant klezeier ha bizier da gregi enoun, evel en eul laer. 49Bemdez e oann en ho touez, o kelen ebarz an templ, ha n’hoc’h euz ket croget enoun; mes kement‐man a c’hoarvez evit ma vezo accomplisset ar Scrituriou.
50Neuze he holl diskibien, o veza dilezet anezhan, a dec’haz kuit.
51Ha bez’ e oa ouz he heul, eun den yaouank gwisket gant eul linsel hep‐ken en‐dro d’he gorf; hag an dud yaouank a grogaz enhan. 52Mes hen, o lezel he linsel, a dec’haz kuit deuz tre ho daouarn en noaz.
53Neuze e kasjont Jesus da di ar beleg braz, e pe leac’h e oa dastumet holl brinsed ar veleien, ar re Ancien hag ar Scribed.
54Per a heuliaz anezhan a‐ziabell bete porz ar beleg braz. Hag e oa eno azezet assambles gant an domestiket, hag o tomma e‐kichen an tan.
55Hogen, prinsed ar veleien hag ar c’honseil holl euz ar Sanhedrin a glaske eun testeni‐benag a‐enep Jesus, evit hen lakaad d’ar maro; ha ne gavent hini e‐bed. 56Rag kalz a roe testeni faoz en he enep; mes ho zesteniou n’en em accordent ket. 57Hinienou a zavaz neuze, hag a zougaz eun testeni faoz a‐enep dezhan, en eur lavaret: 58Hen klevet hon euz o lavaret: Me a ziskaro an templ‐man, pehini a zo bet great gant daouarn an dud, hag en tri devez e savin eun all ha na vezo ket great gant daouarn tud. 59Mes ho zesteniou n’en em accordent ket. 60Neuze ar beleg braz, o sevel en he za e‐kreiz an assamble euz ar Sanhedrin, a interrojaz Jesus, en eur lavaret: Na respontez netra? Petra eo an dra‐ze a leveront a‐enep d’id? 61Mes Jesus a davaz, ha na respontaz netra.
Ar beleg braz a reaz c’hoas ar goulen‐man diganthan, hag a lavaraz dezhan: Ha te eo ar C’hrist, Mab an Doue benniget? 62Ha Jesus a lavaraz: Bez’ ez oun; ha c’houi a velo Mab an den azezet a‐zeo d’ar galloud euz a Zoue, hag o tond var goabrennou an env. 63Neuze ar beleg braz a rogaz he zillad, hag a lavaraz: Daoust hag ezom hon euz‐ni mui a destou? 64Klevet hoc’h euz ar blasphem; petra a zonjit‐hu var gement‐se? Neuze holl e varnjont anezhan dign a varo. 65Hag hinienou a gommansaz da granchad outhan, hag o veza goloet he vizach, e roent crabanadou dezhan, en eur lavaret: Difin! Hag ar serjanted a skoe varnezhan gant bizier.
66Hogen, evel ma oa Per d’an traon ebarz ar porz, e teuaz eno unan euz a vitizien ar beleg braz; 67hag, o velet Per o tomma, e sellaz outhan, hag e lavaraz: Te a oa ive gant Jesus a Nazaret. 68Mes hen nac’h a reaz, en eur lavaret: Na anavezan ket anezhan ha na ouzon ket petra a leverez. Mond a reaz neuze er meaz er vestibul, hag ar c’hilloc a ganaz. 69Hag ar vatez‐ze, o veza gwelet anezhan adare, en em lekeaz da lavaret d’ar re a oa eno: An den‐man a zo deuz an dud‐se. 70Mes hen hen nac’haz adare. Hag eur pennad goude, ar re a oa eno a lavaraz adare da Ber: Evit‐gwir te a zo ive euz an dud‐se, rag Galilead oud, ha da langach a zo henvel ouz ho hini. 71Neuze e commansaz da zrouk‐pedi ha da douat en eur lavaret: Ne anavezan ket an den‐ze a behini e komzez. 72Hag ar c’hilloc a ganaz evit an eil gwech; hag e teuaz sonj da Ber euz ar gomz hen doa lavaret Jesus dezhan: A‐barz m’hen devezo ar c’hilloc canet diou wech, te az pezo va nac’het teir gwech. Hag o veza eat buhan er meaz, e commansaz da wela.