CHABISTR XIII.
1Pa oa Jesus o vond er meaz euz an templ, unan euz he ziskibien a lavaraz dezhan: Mestr, sell pebez mein ha pebez edifisou kaer! 2Ha Jesus a respontaz hag a lavaraz dezhan: Gwelet a rez‐te an edifisou kaer‐ze; na vezo lezet mean var vean hep na vezo diskaret.
3Ha pa edo azezet var menez Olived, dirag an templ, Per, Jakes, Ian hag Andre a reaz a‐gostez ar goulen‐man diganthan: 4Lavar deomp peur e c’hoarvezo an traou‐ze, ha dre be seurt sin e vezo gouezet ez int prest da erruout? 5Ha Jesus, o respont, a gommansaz lavaret: Diwallit na zeufe den d’ho trompla. 6Rag dond a rai kalz em hano hag a lavaro: Me eo ar C’hrist; ha kalz a vezo tromplet ganthe. 7Hogen, pa glevot komz a vrezel hag a vrud‐brezel, na vezit ket troublet; rag red eo da gement‐se c’hoarvezout; mes ne vezo ket c’hoas ar fin. 8Rag sevel a rai eur bobl a‐enep eur bobl all, hag eur rouantelez a‐enep eur rouantelez all; ha beza e vezo krenamanchou‐douar e meur a leac’h ha kernez, ha trubuil. An traou‐ze a zo ar gommansamant euz ar poaniou.
9Mes likit evez ouzoc’h hoc’h‐unan; rag kas a raint ac’hanoc’h dirag an tribunaliou hag ar sinagogou; skourjezet e viot, ha kasset abalamour d’in dirag ar gouarnerien hag ar rouane, evit rei testeni d’in dirazhe. 10Mes da genta eo red ma vez prezeget an Aviel d’an holl nationou. 11Hogen, pa gassint ac’hanoc’h evit ho livra, na vezit ket en poan da c’houzoud araog petra ho pezo da lavaret, ha na choumit ket da zonjal e kement‐se; mes livirit ar pez a vezo roet deoc’h da lavaret en heur‐ze; rag n’eo ket c’houi a gomzo, mes ar Spered‐Santel.
12Hogen, neuze ar breur a livro he vreur d’ar maro, hag an tad he vugel; hag ar vugale a zavo a‐enep ho zad hag ho mam, hag ho lakaint da vervel. 13Hag e viot kaseet gant an holl abalamour d’am hano, mes an hini a gendalc’ho beteg ar fin, hennes a vezo salvet.
14Hogen, pa velot an abomination euz an dezolation, euz a behini hen deuz komzet ar profet Daniel, o ren el leac’h na dle ket beza (ra lako evez mad an hini hen lenn); neuze ar re a vezo er Jude, ra dec’hint var ar meneziou; 15hag an hini a vezo var an doen, diwallo da zisken en ti, na da vond ebarz evit kemeret tra e‐bed euz he di; 16hag an hini a vezo er park, diwallo da zistrei var he c’hiz evit kemeret he zae. 17Malheur d’ar gragez o tougen frouez, ha d’ar magerezed en deiziou‐ze. 18Pedit evit ne rankoc’h ket tec’hel er goanv. 19Rag beza e vezo en deiziou‐ze eun affliction ker braz, ken n’euz bet biskoas hini henvel outhi, abaoe ma’z eo crouet ar bed gant Doue beteg hirio, ha ne vezo biken. 20Ha ma n’hen divije ket an Aotrou diveret an deveziou‐ze, na vije bet saveteet den e‐bed; mes diveret hen deuz an deveziou‐ze abalamour d’ar re a zo bet choazet ganthan.
21Neuze mar lavar unan‐benag deoc’h: Setu ar C’hrist aman; pe: Setu‐hen a‐hont; na gredit ket. 22Rag sevel a rai Christed faos ha fals profeted, hag e raint miraclou ha burzudou evit trompla memeus ar re choazet ma vije gallet. 23Likit evez eta; setu, em euz discleriet deoc’h pep tra en avans.
24En deiziou‐ze goude an dribulation‐ze, an heol a devalaio, hag al loar na roio ket he sclerijen; 25ar stered a gwezo euz an env, hag ar puissansou a zo en envou a vezo bransellet. 26Ha neuze e vezo gwelet Mab an den o tond var ar goabrennou, gant eur galloud hag eur gloar braz; 27hag e kasso he elez da zastum he re choazet euz ar pevar avel, adaleg ar c’horn pella euz an douar beteg ar pen pella euz an env.
28Diskit kement‐man dre barabolen ar vezen‐fiez: Pa zeu he brancou da deneraad hag he deliou da zispaka, ec’h ouzoc’h ema tost an hanv. 29Evel‐se ive c’houi, pa velot an traou‐ze o c’hoarvezoud, gouezit ema tost Mab an den hag ema e‐kichen an nor. 30E gwirionez e lavaran deoc’h, penaos na dremeno ket ar generation‐man, ken a vezo c’hoarvezet an holl draou‐ze. 31An env hag an douar a dremeno; mes va c’homzou‐me na dremenint ket.
32Evit ar pez a zell an deiz hag an heur‐ze, den na anavez anezhe, nag an elez a zo en env, nag ar Mab? nemed an Tad hep‐ken.
33Likit evez, veillit ha pedit; rag na ouzoc’h ket peur e teuio an amzer‐ze. 34Rag henvel eo ouz eun den pehini, o vond en hent evit eur vro bell, a lez he di, a ro d’he vevelien ar gondu anezhan, a verk da bep hini he labour, hag a c’hourc’hemen d’ar porzier beza var evez. 35Beillit eta, rag na ouzoc’h ket peur e teuio mestr an ti, pe d’an abardaez, pe da hanter‐noz, pe pa gano ar c’hilloc, pe deuz ar mintin; 36gant aoun, oc’h erruout en eun taol, ne vec’h kavet ganthan kousket. 37Hogen, ar pez a lavaran, hen lavaret a ran d’an holl: Beillit.