CHABISTR XVI.
1Jesus a lavare ive d’he ziskibien: Eun den pinvidic hen doa eur mevel hag a oa tamallet diraz’han da veza gwall implijet he vadou. 2He Aotrou hen galvaz eta hag a lavaraz dezhan: Petra a glevan‐me lavaret divar da ben? Rent count d’in euz an implij ec’h euz great euz va danvez; rag ne halli ken a‐viziken gouarn va madou. 3Neuze ar mevel a lavaraz enhan he‐unan: Petra a rin‐me, pa’z eo gwir va mestr a lam va c’harg diganen? Na hellan ket labourat an douar, ha mêz em befe o vond da glask an aluzen. 4Me a oar petra a rin, evit gallout, pa vezo lammet va c’harg diganen, kaout tud d’am digemer en ho ziez. 5Neuze e c’halvaz, an eil goude egile, kement hini a dlie eun dra‐benag d’he Aotrou, hag e lavaraz d’ar c’henta: Pegement a dleez‐te d’am Aotrou? 6He‐man a respontaz: Kant muzurat eol. Hag ar mevel a lavaraz dezhan: Setu aze da villet; azez aman, ha scriv rag‐tal eur billet a hanter‐kant. 7Goude‐ze e lavaraz da unan all: Ha te, pegement a dleez‐te? He‐man a lavaraz: Kant muzurat gwiniz. Hag ar mevel a lavaraz dezhan: Kemer da villet, ha gra d’in eur billet a bevar‐ugent. 8Hag ar mestr a roaz meulodi d’ar mevel disleal‐ze dre ma oa bet habil en kement‐se; rag bugale ar bed‐man a zo finnoc’h en ho generation, eged bugale ar sclerijen.
9Ha me a lavar deoc’h: Gounezit mignoned gant ar madou injust, evit gallout, pa zigwezo deoc’h mervel, beza recevet ganthe en tabernaclou eternel. 10An hini a zo fidel en traou dister a vezo ive fidel en traou braz; hag an hini a zo disleal en traou dister a vezo disleal ive er re vraz. 11Evel‐se ma n’ed oc’h ket bet fidel er madou injust, piou a fizio enoc’h ar madou gwirion? 12Ha ma n’ed oc’h ket bet fidel gant ar pez a zo d’ar re all, piou a roio deoc’h ar pez a zo deoc’h?
13Servicher e‐bed na hell servicha daou vestr; rag, pe e kasaio unan, hag e karo egile; pe otramant hen devezo attachamant ouz unan, hag e tisprijo egile. Na hellit ket servicha Doue ha Mammon.
14Ar Farizianed, pere a oa tud avarisius, a zelaoue kement‐se holl, hag a rea goab anezhan.
15Hag hen a lavaraz dezhe: Evidoc’h‐hu, c’houi a glask tremen evit tud just dirag an dud; mes Doue a anavez ho calonou; rag ar pez a zo huel dirag an dud a zo eun abomination dirag Doue. 16Al lezen hag ar brofeted a ia bete Ian; abaoe an amzer‐ze rouantelez Doue a zo prezeget, ha pep hini a ia ebarz dre fors. 17Mes kentoc’h e tremeno an env hag an douar eged na vanko an distera lizeren euz al lezen. 18Piou‐benag a gas kuit he vreg, hag a zimez da unan all, a ra avoultriach, hag an neb a zimez d’an hini a zo bet kasset kuit gant he fried, a ra avoultriach.
19Bez’ e oa eun den pinvidic hag a oa gwisket gant pourpr ha gant lien moan, hag a veve bemdez e‐kreiz an abondans hag al lorc’haj. 20Bez’ e oa ive eun den paour, hanvet Lazar, hag a oa gourvezet e‐tal he zor, golcet a c’houliou; 21ha karet hen dije gallout terri he naoun gant ar bruzun a gweze divar daol an den pinvidic; hag ar chass zo‐ken a zeue, hag a lippe he c’houliou. 22Hogen digwezoud a reaz d’an den paour mervel, hag e oe douget gant an elez var galon Abraham; an den pinvidic a varvaz ive, hag e oe sebeliet. 23Hag o veza en ifern, e‐kreiz an tourmanchou, e savaz he zaou‐lagad, hag e velaz Abraham a‐ziabell, ha Lazar var he galon; hag hen o crial, a lavaraz: 24Abraham, va zad, kemer truez ouzin, ha digas Lazar, evit ma lakai pen he viz en dour, da freskaad d’in va zeod: rag gwall dourmantet oun e‐kreiz an tan‐man. 25Mes Abraham a respontaz: Va mab, dalc’h sonj penaos ec’h euz bet da vadou e‐pad da vuez, pa hen deuz bet Lazar he boaniou; breman ez eo consolet, ha te a zo en tourmanchou. 26Ouz‐pen‐ze, eun abim braz a zo etre c’houi ha ni, en hevelep doare ar re a fellfe dezhe mond ac’halen beteg enoc’h, na halfent ket; na ken neubeud ar re a fellfe dezhe dond ac’halese beteg enomp. 27Neuze an de pinvidic a lavaraz: Da bedi a ran eta Abraham, va zad, da gas Lazar da di va zad, 28(rag bez’ em euz pemp breur), evit ma vezo test dezhe var gement‐man, gant aoun na zeufent ive ho‐unan el leac’h‐man a dourmant. 29Abraham a respontaz dezhan: Bez’ ho deuz Moises hag ar brofeted; ra zelaouint anezhe. 30An den pinvidic a lavaraz: Nann, Abraham, va zad; mes mar d’a unan‐benag euz ar re varo d’ho c’havout, en em gonvertissint. 31Hag Abraham a lavaraz dezhan: Ma na zelaouont ket Moises hag ar brofeted, na gredint ket ken neubeud, ha pa zavfe unan euz a‐douez ar re varo.