CHABISTR V.
1Goude‐ze en em gave eur gouel euz ar Judevien, ha Jesus a zavaz da Jerusalem. 2Hogen, en Jerusalem, tost da zor an Denved ez euz eul lenn, galvet en hebrach Bethesda, hag he doa pemp porched. 3Eno e oa gourvezet eun niver braz a dud klanv, tud dall, tud kam ha tud paralizet a oa o c’hortoz ma vije mesket an dour. 4Rag eun eal a ziskenne, da eur poent a vije, ebarz al lenn, hag a veske an dour. Ar c’henta a iea ebarz pa vije bet mesket an dour, a vije eta pareet, n’euz fors gant pe seurt klenved e vije dalc’het.
5Hogen, bez’ e oa eno eun den hag a oa klanv abaoe eiz vloaz ha tregont; 6Jesus, o velet anezhan gourvezet, hag o c’houzoud e oa klanv abaoe pell amzer, a lavaraz dezhan: Ha te a fell d’id beza pareet? 7Ar c’hlanvour a respontaz dezhan: Aotrou, n’em euz den evit va zeurel ebarz el lenn, pa vez mesket an dour; hag e‐pad ma ven o vond, unan all a zisken araog d’in. 8Jesus a lavaraz dezhan: Sav, kemer da vele, ha kerz. 9Ha rag‐tal an den a oe rentet pare; hag e kemeraz he vele, hag e kerzaz. Hogen, an deiz‐ze a oa deiz ar sabbat.
10Ar Judevien eta a lavare d’an hini a oa bet pareet: Hirio ema ar sabbat; n’eo ket permetet d’id kas ganez da vele. 11He‐man a respontaz dezhe: An hini hen deuz va iac’heet, hen deuz lavaret d’in: Kas ganez da vele ha kerz. 12Hag e c’houlenjont diganthan: Piou eo an den‐ze hen deuz lavaret d’id: Kas ganez da vele ha kerz? 13Mes an hini a oa bet iac’heet na ouie ket piou e oa hennes; rag Jesus a oa en em dennet en kuz, rag kalz a dud a oa eno.
14Eur pennad goude, Jesus a gavaz anezhan en templ, hag a lavaraz dezhan: Setu te bet pareet; na bec’h mui, gant aoun na c’hoarvezfe ganez eun dra‐benag gwassoc’h. 15An den‐ze a ieaz kuit, hag a ziscleriaz d’ar Judevien e oa Jesus hen doa iac’heet anezhan.
16Abalamour da ze, ar Judevien a zalc’he da heuil Jesus, hag a glaske hen lakaad d’ar maro, abalamour m’hen doa great kement‐se deiz ar sabbat. 17Mes Jesus a lavaraz dezhe: Va Zad a labour bete vreman, ha me a ra ive. 18Dre‐ze ar Judevien a glaske c’hoas muioc’h‐mui hen lakaad d’ar maro, n’e ket hep‐ken abalamour ma tore ar sabbat, mes c’hoas abalamour ma lavare e oa Doue he Dad, oc’h en em ober he‐unan par da Zoue.
19Jesus, o komz outhe, a lavaraz: E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h: Ar Mab na hell ober netra anezhan he‐unan nemed gwelet a rafe an Tad ouz hen ober; rag kement a ra an Tad ar Mab hen gra ive. 20Rag an Tad a gar ar Mab, hag a ziskouez dezhan kement a ra. Hag e tiskouezo dezhan oberou brassoc’h eged ar re‐man, evit ma viot souezet. 21Rag, evel ma teu an Tad da resussita ar re varo ha da rei ar vuez dezhe, evel‐se ive ar Mab a ro ar vuez d’ar re a fell dezhan. 22An Tad na varn den e‐bed, mes roet hen deuz peb barn d’ar Mab. 23Evit ma teui an holl da henori ar Mab, evel ma c’henoront an Tad. An hini na henor ket ar Mab, na henor ket an Tad hen deuz digasset anezhan.
24E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h: An hini a zelaou va c’homz, hag a gred en hini hen deuz va digasset, hen deuz ar vuez eternel, ha na zeu ket dindan ar varnedigez, mes tremenet eo euz ar maro d’ar vuez. 25E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h: Dond a ra an amzer, ha deuet eo dija, ma klevo ar re varo mouez Mab Doue, hag ar re ho devezo he c’hlevet a vevo. 26Rag, evel ma hen deuz an Tad ar vuez enhan he‐unan, evel‐se hen deuz roet ive d’ar Mab da gaoud ar vuez enhan he‐unan. 27Ha roet hen deuz dezhan ar galloud da varn, abalamour ma’z eo Mab an den. 28Na vezit ket souezet euz a gement‐se; rag tostaad a ra an heur ma teuio ar re holl a zo er beziou da glevet he vouez, ha da zond er meaz; 29ar re ho devezo great mad, a resussito evit ar vuez, hag ar re ho devezo great fall, a resussito evit ar varnedigez.
30Na hellan ober netra ac’hanoun va‐unan, diouz ma klevan e varnan, ha va barnedigez a zo just, rag na glaskan ket va bolontez va‐unan, mes bolontez an Tad pehini hen deuz va digasset. 31Mar rentan testeni ac’hanoun va‐unan, va zesteni n’eo ket dign da veza credet. 32Beza ez euz unan all hag a rent testeni d’in, ha gouzoud a ran ez eo dign da veza credet an desteni a ro d’in. 33Kasset hoc’h euz tud da gavoud Ian, hag hen hen deuz rentet testeni d’ar wirionez. 34Evidoun‐me ne glaskan ket testeni an den, mes lavaret a ran an traou‐man evit ma viot salvet. 35Ian a oa eur c’houlaouen o tevi hag o rei sclerijen, ha c’houi a zo bet fellet deoc’h, evit eur pennad, en em rejouissa ouz he sclerijen.
36Mes me em euz eun testeni brassoc’h eged hini Ian; rag an oberou hen deuz roet va Zad d’in da ober, an oberou‐ze a ran, a rent testeni ac’hanoun, penaos ez oun bet digasset gant va Zad. 37Hag an Tad pehini hen deuz va digasset, hen deuz he‐unan roet testeni ac’hanoun. C’houi n’hoc’h euz biskoas na klevet he vouez, na gwelet anezhan. 38Hag he gomz na choum ket enoc’h; pa’z eo gwir ne gredit ket d’an hini hen deuz digasset deoc’h. 39Furchal a rit ar Scrituriou, rag enhe e sonjit kaoud ar vuez eternel; hag int eo a rent testeni ac’hanoun; 40ha na fell ket deoc’h dond d’am c’havoud evit kaoud ar vuez. 41Me na recevan ket va gloar euz a‐berz an dud; 42mes anaoud a ran n’hoc’h euz ket karantez Doue enoc’h hoc’h‐unan. 43Deuet oun en hano va Zad, ha c’houi na recevit ket ac’hanoun; mar deu unan all en he hano he‐unan, c’houi hen recevo. 44Penaos ec’h hellithu credi, pa dennit ho kloar an eil euz egile, ha na glaskit ket ar gloar a zeu euz a Zoue hep‐ken?
45N’it ket da zonjal ez eo me ho tamallo dirag an Tad; Moises, en pehini ec’h esperit, hennes eo an hini a damallo ac’hanoc’h. 46Rag ma credjec’h en Moises e credjec’h ive enoun‐me; rag scrivet hen deuz divar va fen. 47Mes ma na gredit ket he scridou, penaos ec’h hallothu credi va c’homzou‐me?