CHABISTR IV.
1Pa ouvezaz eta an Aotrou, penaos ar Farizianed ho doa klevet e rea hag e vadeze muioc’h a ziskibien eged Ian, 2(koulskoude n’e ket Jesus he‐unan a vadeze, mes he ziskibien), 3e kuiteaz ar Jude, hag e tistroaz er Galile. 4Hogen red e oa dezhan tremen dre ar Samari.
5En em gavoud a eure eta en eur gear euz ar Samari, hanvet Sikar, tost d’an douar a oa bet roet gant Jacob d’he vab Josef. 6Eno e oa punz Jacob. Jesus eta skuiz gant an hent, a azezaz e‐kichen ar punz; e oa var‐dro ar c’houec’hved heur. 7Eur vaouez euz a Samari o veza deuet da denna dour, Jesus a lavaraz dezhi: Ro d’in da eva. 8Rag he ziskibien a oa eat en kear da brena boued. 9Ar vreg‐se a Samari a respontaz dezhan: Penaos, te pehini a zo Judeo, e c’houlennez‐te da eva diganen‐me eur zamaritanes? (Rag ar Judevien na zarempredont ket ar Samaritaned).
10Jesus a respontaz hag a lavaraz dezhi: Ma c’hanavezjez donezon Doue, ha piou eo an hini a lavar d’id: Ro da eva d’in, e c’houlenjez diganthan da‐unan, hag e roche d’id dour beo. 11Ar vaouez a lavaraz dezhan: Aotrou, n’ec’h euz netra evit tenna dour, hag ar punz a zo doun; a be leac’h eta e pefe‐te an dour beo‐ze? 12Daoust ha te a zo brassoc’h eget Jacob hon tad, pehini hen deuz roet deomp ar punz‐man, hag hen deuz evet he‐unan diouthan, hag ive he vugale hag he loened? 13Jesus a respontaz dezhi: Piou‐benag a ev euz an dour‐ze hen devezo sec’hed adare; 14mes piou‐benag a evo euz an dour a roin‐me dezhan, n’hen devezo biken mui a zec’hed, mes an dour a roin dezhan a deuio da veza enhan eur vammen dour hag a zavo evit ar vuez eternel. 15Ar vaouez a lavaraz dezhan: Aotrou, ro d’in euz an dour‐ze, evit n’am bezo mui a zec’hed, ha na zeuin mui aman da denna dour.
16Jesus a lavaraz dezhi: Kea, galv da bried, ha deuz aman. 17Ar vaouez a respontaz dezhan: N’em euz pried e‐bed. Jesus a lavaraz dezhi: Lavaret mad ec’h euz: 18N’em euz pried e‐bed; rag pemp pried ec’h euz bet; hag an hini ec’h euz breman n’eo ket pried d’id; ar wirionez ec’h euz lavaret var gement‐se.
19Ar vaouez a lavaraz dezhan: Aotrou, gwelet a ran ez oud eur profet. 20Hon tadou ho deuz adoret var ar menez‐man, ha c’houi a lavar penaos al leac’h e pehini ez eo red adori a zo en Jerusalem. 21Jesus a lavaraz dezhi: Maouez, cred ac’hanoun; an amzer a dosta ne adorfot mui an Tad na var ar menez‐man, nag en Jerusalem. 22C’houi a ador ar pez na anavezit ket; ni a ador ar pez a anavezomp; rag ar zilvidigez a zeu euz ar Judevien. 23Mes dond a ra an heur, ha deuet eo dija, ma teuio ar gwir adorerien da adori an Tad en spered hag en gwirionez, rag an Tad a c’houlen ar seurt adorerien‐ze. 24Doue a zo Spered, ha red eo d’ar re a ador anezhan, hen adori en Spered hag en gwirionez.
25Ar vaouez‐se a respontaz dezhan: Gouzoud a ran e tle dond ar Messi, an hini a c’halver ar C’hrist; pa vezo deuet, e tisclerio deomp pep tra. 26Jesus a lavaraz dezhi: Me, pehini a gomz ouzid, eo hennes.
27Var gement‐se e teuaz he ziskibien, hag e oant souezet o velet ma komze gant eur vaouez; koulskoude hini anezhe na lavaraz dezhan: Petra a c’houlennez‐te? pe: Perag e komzez‐te ganthi?
28Neuze ar vaouez a lezaz he fod‐dour, hag a ieaz en kear, hag a lavaraz d’an dud: 29Deuit da velet eun den hag hen deuz lavaret d’in‐me kement tra em euz great; daoust ha na vez ket hennes ar C’hrist? 30Sortial a rejont eta euz kear, hag e teujont etrezeg enhan.
31Koulskoude, he ziskibien ouz he bedi, a lavare dezhan: Mestr, debr eta. 32Mes hen a lavaraz dezhe: Bez’ em euz da zibri eur boued ha na anavezit ket. 33An diskibien a lavare eta etrezhe an eil d’egile: Daoust hag unan‐benag hen defe digasset dezhan boued da zebri?
34Jesus a lavaraz dezhe: Va boued‐me eo ober bolontez an hini hen deuz va digasset, ha peur‐ober he oeuvr. 35Ha na livirit‐hu ket ez euz c’hoas pevar miz a‐ben ma teuio an eost? Setu, me hen lavar deoc’h: Savit ho taoulagad, ha sellit ouz ar meziou a zo dija o venna evit an eost. 36An hini a zastum an eost a receo he bae hag a zastum frouez evit ar vuez eternel, evit ma c’hello an hini a had en em rejouissa ive gant an hini a zastum. 37Rag en kement‐man, ar gomz‐man a zo gwir: Unan a had, hag eun all a ved. 38Me em euz ho kasset da eosti el leac’h ma n’oc’h euz ket labouret; re all ho deuz labouret, ha c’houi a zo eat var ho labour.
39Hogen, kalz a Zamaritaned euz ar gear‐ze a gredaz enhan, abalamour da gomz ar vaouez pehini he doa rentet an desteni‐man: Hennes hen deuz lavaret d’in‐me kement tra em euz great. 40Ar Samaritaned eta, o veza deuet d’hen kavout, hen pedaz da choum ganthe; hag e choumaz eno daou devez. 41Ha kalz muioc’h a zeuaz da gredi o klevet he gomz he‐unan. 42Hag e lavarent d’ar vaouez: N’e ket abalamour d’ar pez ec’h euz lavaret deomp e credomp breman; rag klevet hon euz hon‐unan, hag ec’h ouzomp ez eo he‐man en gwirionez ar C’hrist, Salver ar bed.
43Daou devez goude, ez eaz kuit ac’hane, hag ez eaz d’ar Galile, 44rag Jesus hen doa lavaret he‐unan penaos eur profet n’eo ket henoret en he vro he‐unan. 45Pa oe eta erruet er Galile, ar C’halileed hen digemeraz mad, o veza m’ho doa gwelet an holl draou hen doa great en Jerusalem e‐pad ar gouel; rag int ive a oa eat d’ar gouel. 46Jesus a zeuaz eta adare da Gana en Galile, el leac’h m’hen doa troet an dour en gwin.
Hogen en Capernaüm e oa eun Aotrou euz a balez ar roue, hag hen doa eur mab klanv. 47An den‐ze, o veza klevet e oa deuet Jesus euz ar Jude er Galile, a ieaz d’hen kavout, hag a bedaz anezhan da zisken evit iac’haad he vab, rag prest e oa da vervel. 48Jesus a lavaraz dezhan: C’houi na gredit ket, nemed gwelet a rafec’h siniou ha miraclou. 49An Aotrou‐ze euz ar palez a lavaraz dezhan: Aotrou disken, araog ma varvo va bugel. 50Jesus a lavaraz dezhan: Kea, da vab a vev. An den‐ze a gredaz ar pez hen doa lavaret dezhan hag ez eaz ac’hane. 51Ha, pa oa o tisken, he zervicherien a zeuaz d’hen dialben hag a annonsaz dezhan ar c’helou‐man: Da vab a vev. 52Goulen a reaz diganthe da bed heur e oa en em gavet gwelloc’h. Hag e leverjont dezhan: Deac’h, d’ar seizved heur ez eaz an derzien diganthan. 53Hag an tad a anavezaz e oa d’an heur‐ze ive hen doa lavaret Jesus dezhan: Da vab a vev; hag e credaz, hen hag he holl diegez.
54Jesus a reaz an eil miracl‐man pa oa deuet euz a Jude d’ar Galile.