1Doue, goude beza gwechall komzet ouz hon tadou koz, alies hag e meur a zoare, dre ar brofeted, 2hen deuz komzet ouzomp en deiziou diveza‐man dre he Vab, pehini a zo bet lakeat ganthan da heritour euz an holl draou; dre behini ive hen deuz great ar bed. 3He‐man, o veza ar skeuden euz he c’hloar, hag ar gwir henvele digez anezhan, hag o souten an holl draou dre an nerz euz he gomz, goude beza great dreizhan he‐unan ar burification euz hor pec’hejou, a zo en em azezet a‐zeo d’ar Vajeste divin el leac’hiou huela; 4o veza bet great sul‐vui excellantoc’h eged an elez, ma hen deuz heritet euz eun hano excellantoc’h eged ho hini. 5Rag da behini euz an elez hen deuz Doue gwech e‐bed lavaret: Te eo va Mab, hirio em euz da anjandret? Ha c’hoas: Me a vezo Tad dezhan, hag hen a vezo va Mab? 6Hag el leac’h all, pa zeu da zigas adare ar C’henta‐ganet er bed, e lavar: Ra zeui holl elez Doue d’hen adori. 7Hag evit ar pez a zell an elez, ez eo scrivet: Ober a ra euz he elez, avelou, hag euz he vinistred, flammou‐tan. 8Mes divarben ar Mab e lavar: Da dron, O Doue, a bad da virviken, hag ar reolen euz da rouantelez a zo eur reolen a justis: 9Karet ec’h euz ar justis, ha kaseet ec’h euz ar fallentez, dre‐ze, O Doue! da Zoue hen deuz da eoliet gant eun eol a joa dreist da gen‐sorted. 10Ha c’hoas: Te, Aotrou, ec’h euz diazezet an douar adaleg ar pen‐kenta, hag an envou a zo al labour euz da zaouarn. 11Int a berisso, mes te a choumo: dond a raint holl da goza, evel ma ra eur viskamant, 12hag evel eur vantel e plegi anezhe; chanjet e vezint, mes te a zo ar memeus hini, ha da vloaveziou n’ho devezo fin e‐bed. 13Ha da behini euz an elez hen deuz Doue gwech e‐bed lavaret: Azez a‐zeo d’in, ken em bezo lakeat da inimied da scabel dindan da dreid? 14Ha n’inthi ket holl sperejou great evit servicha, ha kasset evit ober eur garg e‐kenver ar re a dle herita euz ar zilvidigez?