Galated 6
CHABISTR VI.
1Breudeur, mar tigouez da eun den beza kavet en eur faot‐benag, c’houi pere a zo spirituel, divankit anezhan gant eur spered a zousder. Diwall ouzid da‐unan, gant aoun na vez ive tentet. 2Dougit an eil beac’hiou egile, hag evel‐se likit en pratic lezen ar C’hrist. 3Rag, mar d’euz unan‐benag hag a zonj dezhan ez eo eun dra‐benag, pa n’ed eo netra, en em drompla a ra he‐unan. 4Mes ra zeui pep hini da amprouv he oberou he‐unan, ha neuze hen devezo leac’h d’en em veuli enhan he‐unan, ha nann ouz en em gompari gant ar re all; 5rag pep hini a zougo he veac’h he‐unan.
6Ra zeui an hini a vez kelennet er Ger, da rei lod euz he holl vadou d’an hini a gelen anezhan. 7Diwallit d’en em drompla; ne vez ket great goab ouz Doue; rag an den a zastumo ar pez hen devezo hadet. 8An hini a had evit he gig he‐unan, a vedo euz ar c’hig ar vreinadurez; mes an hini a had evit ar Spered, a vedo euz ar Spered ar vuez eternel. 9Na skuizomp ket eta oc’h ober ar mad, rag en amzer ma’z eo dleet, e kavimp da vedi, mar ne deuomp ket da skuiza. 10Rag‐se, e‐keit ha ma hon euz an occasion, greomp vad d’an holl, mes dreist‐holl d’ar re a zo euz a famill ar feiz.
11Gwelet a rit pebez lizer braz em euz scrivet deoc’h gant va dorn va‐unan.
12Kement holl hag a fell dezhe plijoud deoc’h, hervez ar c’hig, a laka ac’hanoc’h d’en em circoncisa, mes ne reont kement‐se, nemed evit gallout tec’hel ouz ar bersecution, abalamour da groaz ar C’hrist. 13Rag ar re circonciset ho‐unan na viront ket al lezen; mes c’hoant ho deuz e vec’h circonciset, evit galloud en em c’hlorifia ho‐unan en ho kig. 14Evidoun‐me, gras ma na c’hoarvezo biken ganen d’en em c’hlorifia, nemed e croaz hon Aotrou Jesus‐Christ, dre behini ez eo crucifiet ar bed evidoun, ha me ive d’ar bed. 15Rag en Jesus‐Christ ar circoncision na dalv netra, nag an dicirconcision ken‐neubeud, mes red eo genel a‐nevez. 16Ha kement hini hag a vale hervez ar reglen‐man, ra vezo ar peoc’h hag an drugarez varnezhe, ha var an Israel a Zoue! 17Diwallo den da ober poan d’in divar vreman, rag dougen a ran em c’horf merkou an Aotrou Jesus. 18Breudeur, ra vezo gras hon Aotrou Jesus‐Christ gant ho spered! Amen.
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.