CHABISTR III.
1O Galated diskiant! piou hen deuz ho touellet evit na zentfac’h ken ouz ar wirionez? c’houi, dirag daou‐lagad pere eo bet diskouezet Jesus‐Christ ken sclear, hag evel crucifiet enoch? 2An dra‐man hep‐ken a fell d’in da glevet diganeoc’h: Ha dre oberou al lezen eo hoc’h euz recevet ar Spered, pa dre bredication ar feiz? 3Ha diskiant awalch oc’h‐hu, evit peur‐achui breman dre ar c’hig, goude beza commanset dre ar Spered? 4Ha gouzanvet hoc’h euz kemend‐all, evit koll ho poan? ha c’hoas ma na refec’h nemed koll ho poan! 5An hini eta pehini a ro deoc’h ar Spered, hag a ra burzudou en ho touez, daoust hag hen her gra dre oberou al lezen, pe kentoc’h dre bredication ar feiz? 6Evel m’az eo lavaret divarben Abraham: Credi a reaz en Doue, hag e oe countet kement‐se dezhan evit justis; 7gouezit eta, penaos ar re ho deuz ar feiz, a zo bugale da Abraham. 8Rag‐se ar Scritur, o santoud araog e teuje Doue da justifia ar Jentiled dre ar feiz, he deuz prezeget an Aviel dre avans da Abraham, en eur lavaret dezhan: An holl nationou a vezo benniget enoud. 9Evel‐se ’ta ar re a gred, a zo benniget assambles gant Abraham pehini hen deuz credet. 10Mes kement hini hag en em ro d’an oberou euz al lezen, a zo dindan ar valloz, rag scrivet eo: Milliget eo kement den ha na gendalc’h ket da ober an holl draou a zo scrivet e levr al lezen? 11N’euz den justifiet dirag Doue dre al lezen, kement‐se a zo sclear; rag: An den just a vevo dre ar feiz. 12Hogen al lezen na justifi ket dre ar feiz; mes lavaret a ra: An den hen devezo great an traou‐man, a vevo dreizhe. 13Ar C’hrist hen deuz hor prenet euz a valloz al lezen, o veza bet great malloz evidomp; (rag scrivet eo: Milliget eo kement hini a zo staget ouz ar c’hoat); 14evit ma teuje ar venediction prometet da Abraham da veza skulliet var ar Jentiled dre Jesus‐Christ, ha ma recevjemp, dre ar feiz, ar Spered a oa bet prometet.
15Breudeur, komz a ran hervez giz an dud: Pa vez great ha sinet eur c’hontrat gant eun den, na zeu den d’hen terri, ha na vez lakeat netra ouz‐pen varnezhan. 16Hogen, ar promessaou a zo bet roet da Abraham ha d’he lignez. N’eo ket bet lavaret: D’he ligneou, evel pa vije bet meur a hini; mes evel pa vije unan hep‐ken: Ha d’az lignez, pehini eo ar C’hrist. 17Setu aman eta ar pez a lavaran: Evit ar pez a zell an allians a oa bet a‐ziaraog confirmet gant Doue er C’hrist, al lezen, roet pevar c’hant ha tregont vloaz goudeze, n’he deuz ket gallet he zerri, evit diskar ar bromessa. 18Rag, mar d’eo euz al lezen eo e teu an heritach, n’eo mui dre ar bromessa. Hogen, Doue hen deuz roet anezhan en gratis da Abraham dre ar bromessa.
19Da betra eta ez eo mad al lezen? Lakeat eo bet assambles gant ar bromessa abalamour d’ar pec’hejou, ken a deuje al lignez da behini e oa bet great ar bromessa; hag e oe roet dre zorn an elez, ha dre zicour eur mediator. 20Hogen, eur mediator na zervich ket da unan hep‐ken, mes Doue a zo unan hep‐ken. 21Daoust hag al lezen eta a zo a‐enep promessaou Doue? E nep doare; rag ma vije bet roet eul lezen hag a hellje rei ar vuez, a‐dra‐zur ar justis a deuje euz al lezen. 22Mes ar Scritur he deuz lakeat pep tra dindan ar pec’hed, evit ma vije roet ar bromessa, dre ar feiz en Jesus‐Christ, d’ar re a gred.
23Hogen, araog ma oe deuet ar feiz, e oamp dalc’het da ziwall dindan al lezen, evit ar feiz pehini a dlie beza dizoloet. 24Evel‐se al lezen a zo bet hon rener evit hor c’has beteg ar C’hrist, evit ma vijemp justifiet dre ar feiz. 25Hogen, ar feiz o veza deuet, n’emomp mui dindan ar rener‐ze. 26Rag c’houi holl a zo bugale da Zoue dre ar feiz en Jesus‐Christ. 27Rag kement hini ac’hanoc’h a zo bet badezet er C’hrist, hen deuz gwisket ar C’hrist. 28N’euz mui na Judeo na Grek; n’euz nag esclav na den libr; n’euz na goaz na maouez; rag c’houi holl a zo unan en Jesus‐Christ. 29Ha mar d’oc’h d’ar C’hrist, neuze ez oc’h lignez Abraham, hag an heritourien hervez ar bromessa.