1Abalamour da ze, me, Paol, a zo prizonier Jesus‐Christ evidoc’h‐hu, Jentiled; 2mar hoc’h euz en gwirionez klevet petra eo ar garg a zo bet roet d’in, da zispans evidoc’h ar c’hras a Zoue; 3dre revelation eo hen deuz roet da anaoud d’in‐me ar myster‐ze, evel ma’z oun o paouez scriva en ber gomzou. 4Dre eno, en eur lenn, ec’h hellit compren an anaoudegez em euz euz a vyster ar C’hrist, 5eur myster eo ha na oa ket bet roet da anaoud da vugale an dud, en amzer dremenet, evel ma’z eo bet diskouezet en amzer‐man, dre ar Spered, d’he ebestel santel ha d’ar brofeted; 6da lavaret eo, penaos ar Jentiled a zo ken‐heritourien, hag e reont eur c’horf hep‐ken, hag ho deuz lod en he bromessa er C’hrist dre an Aviel; 7euz a behini ez oun bet great ministr, dre eun donezon euz a c’hras Doue, a zo bet roet d’in dre ar vertuz euz he c’halloud. 8D’in‐me, an distera euz an holl zent, eo bet roet ar c’hras‐se da brezeg, e‐touez ar Jentiled, ar pinvidigezou incomprenabl euz ar C’hrist, 9ha da lakaad sclear dirag daou‐lagad an holl, petra eo ar garg euz ar myster a oa kuzet a bep amzer en Doue, pehini hen deuz crouet pep tra dre Jesus‐Christ, 10evit ma teuio breman ar furnez euz a Zoue pehini en em ziskouez en peb seurt feçon, d’en em rei da anaoud dre an Iliz d’ar princelezou ha d’ar puissansou el leac’hiou celestiel, 11hervez an dessein hen doa a bep amzer, hag hen deuz digasset da vad dre Jesus‐Christ, hon Aotrou, 12en pehini hon euz al liberte da dostaad ouz Doue gant fizians, dre ar feiz enhan.
13Rag‐se e c’houlennan diganeoc’h ne gollot ket a gourach abalamour d’an trubulliou a anduran evidoc’h; kement‐se a ra ho kloar. 14Evit‐se eo e plegan va daoulin dirag Tad hon Aotrou Jesus‐Christ, 15euz a behini kement famill a zo en env ha var an douar a denn he hano; 16ma roio deoc’h, hervez ar pinvidigezou euz he c’hloar, da veza krenveet meurbed dre he Spered, 17en den a‐ziabarz, evit ma rai ar C’hrist he zemeurans en ho calonou, dre ar feiz; hag evit, 18o veza griziennet ha fontet er garantez, ma c’hellot compren, assambles gant an holl zent, petra eo al lec’hed, an hed, an dounder hag an huelded, 19hag anaoud karantez ar C’hrist, pehini a zo dreist pep gwiziegez, evit ma veot leuniet gant an holl leunder a Zoue. 20Hogen, d’an Hini hen deuz galloud da ober kalz en tu‐all d’ar pez a c’houlennomp pe a zonjomp, dre ar galloud a labour enomp; 21dezhan ar gloar en Iliz, dre Jesus‐Christ, en holl amzeriou, ha da viken! Amen.