CHABISTR I.
1Paol, abostol Jesus‐Christ dre volontez Doue, d’ar zent ha d’an dud fidel er C’hrist Jesus, pere a zo en Ephesus. 2Gras deoc’h ha peoc’h digant Doue hon Tad, ha digant hon Aotrou Jesus‐Christ!
3Benniget ra vezo Doue, Tad hon Aotrou Jesus‐Christ, pehini hen deuz hor benniget gant peb bennoz spirituel el leac’hiou celestiel, dre ar C’hrist; 4hervez ma hen deuz hor choazet enhan, araog fondation ar bed, evit ma vezimp santel ha divlam dirazhan dre ar garantez; 5o veza hor choazet a‐ziagent da veza he vugale a adoption dre Jesus‐Christ, dre ma’z eo bet plijet kement‐se d’he volontez; 6da veuleudi ar gloar euz he c’hras, hen deuz roet deomp en gratis en he Vuia‐karet. 7En pehini hon euz ar redemption dre he oad, ar pardon euz ar pec’hejou, hervez ar pinvidigezou euz he c’hras, 8hen deuz skulliet varnomp dre bep seurt furnez ha skiantvad; 9o veza m’hen deuz roet deomp da anaoud ar myster euz he volontez, hervez an dessein a drugarez hen doa formet a‐ziagent enhan he‐unan, 10hag a dlie beza digasset da vad ganthan, pa vije deuet da ren an amzeriou merket ganthan, da lavaret eo, da zastum assambles an holl draou er C’hrist, koulz ar re a zo en envou, evel ar re a zo var an douar. 11Dre enhan ive eo ez omp deuet da veza heritourien, (o veza bet choazet a‐ziagent, hervez ma oa bet merket gant an Hini a ra an holl draou hervez ma plij d’he volontez he‐unan); 12evit ma servichimp da veuleudi he c’hloar, ni pere a zo bet ar re genta o lakaad hon esperans er C’hrist. 13Enhan ez oc’h ive, goude beza bet klevet ar ger euz ar wirionez, an Aviel euz ho silvidigez, ha beza bet credet enhan, c’houi a zo bet siellet gant ar Spered‐Santel a oa bet prometet; 14pehini eo an arrez euz hon heritach, evit ar redemption euz ar re hen deuz prenet, evit meuleudi he c’hloar.
15Abalamour da ze, me ive, o veza klevet komz euz ho feiz en Aotrou Jesus, hag euz ho karantez evit an holl zent, 16na baouezan ket da renta grasou evidoc’h, oc’h ober memor ac’hanoc’h em pedennou; 17evit ma teuio Doue hon Aotrou Jesus‐Christ, an Tad a c’hloar, da rei deoc’h eur spered a furnez hag a revelation en he anaoudegez; 18ma sclerijenno daou‐lagad hoc’h intentamant; ma teuot da anaoud an esperans da behini ez oc’h galvet, ha petra eo pinvidigezou ar gloar euz he heritach ebarz er zent; 19ha petra eo brazder immans he c’halloud en hor c’henver‐ni, pere a gred, hervez ar vertuz euz an nerz euz he c’halloud, 20diskouezet ganthan er C’hrist, pa hen deuz resussitet anezhan a‐douez ar re varo, hag hen deuz hen lakeat da azeza en tu‐deo dezhan el leac’hiou celestiel, 21dreist pep gouarnamant, peb otorite, pep galloud, pep mestr, ha dreist peb hano a heller da henvel, nann hep‐ken er bed‐man, mes ive er bed da zond. 22Hag hen deuz lakeat pep tra dindan hedreid, hag hen deuz lakeat anezhan ar mestr kenta dreist pep tra d’an Iliz, 23pehini eo he gorf, al leunder euz an hini a deu da leunia pep tra en holl.