CHABISTR XXVIII.
1Goude beza en em zaveteet, ec’h anavezjont e oa Malt hano an enezen‐ze. 2Hag ar Varbared a ziskouezaz en hor c’henver eur vadelez dreist ordinal; rag ober a rejont tan, hag hon digemeret a rejont holl, abalamour d’ar glao a gweze, ha d’ar ienien.
3Hogen Paol, o veza dastumet eun toullad brinsaou, ha lakeat anezhe en tan, eun aer‐viber a zortiaz gant an domder, hag en em stagaz ouz he zorn. 4Ha pa velaz ar Varbared al loen‐ze a ispil euz he zorn, e leverjont etrezhe; A‐dra‐zur an den‐ze a zo eur muntrer, pa’z eo gwir, goude ma eo bet en em dennet euz ar mor, ar Justis n’hen lez ket da veva. 5Mes hen, o veza hijet an aer‐viber‐ze en tan, n’hen doe droug e‐bed. 6Ar Varbared a oa en gortoz ma teuje da goenvi, pe e kwezje rag‐tal, skoet gant ar maro; mes goude beza gortozet pell, hag o velet ne c’hoarveze droug e‐bed ganthan, e chenchjont a zantimant, hag e leverjont e oa hennes eun doue.
7Hogen en‐dro d’al leac’h‐se e oa douarou an den kenta euz an enezen, hanvet Publius, pehini a zigemeraz ac’hanomp, hag hon lojaz e‐pad tri devez gant kalz a vadelez. 8Hag e c’hoarvezaz ma oa tad Publius en he vele, klanv gant an derzien hag ar red‐goad. Paol a antreaz d’he gavoud; ha goude beza pedet, ec’h astennaz he zaouarn varnezhan hag e pareaz anezhan. 9Pa oe c’hoarvezet kement‐se, ar re holl a oa euz an enez, pere ho doa klenvejou, a zeuaz d’hen kavoud hag e oent iac’heet. 10Great e oe deomp ive henoriou braz, ha pa bartijomp, e rojont deomp kement hon doa ezom.
11Tri miz goude‐ze, ec’h ambarkjomp var eul lestr euz a Alexandria, pehini hen doa tremenet ar goanv en enezen, hag a oa hanvet An‐daouvreur. 12Hag o veza erruet e Syracuz, e choumjomp eno tri devez. 13Ac’hane, en eur vond a‐hed aod ar Sicil, ec’h arrujomp e Rhegium. Hag eun devez goude, gant an avel o c’houeza diouz ar c’hreiz‐teiz, e teujomp en daou devez da Bouzzol; 14eno e kavjomp breudeur pere a bedaz ac’hanomp da choum ganthe seiz devez; hag evel‐se ez ejomp da Rom. 15Hag ar breudeur ac’hane, o veza klevet euz hor c’helou, a zeuaz d’hor rancontr, bete Marc’had Appius hag an Teirhostaliri; ha Paol, pa velaz anezhe, a drugarekaaz Doue, hag a gemeraz courach.
16Pa oamp erruet e Rom, ar c’hantener a livraz ar brizonerien da brefet ar pretouar; mes da Baol e oe permetet choum en he di he‐unan, gant eur soudard o tiwall anezhan. 17Tri devez goude‐ze, Paol a c’halvaz assambles ar re genta euz ar Judevien, ha pa oent en em gavet assambles, e lavaraz dezhe: Tud breudeur, petra‐benag n’am euz great netra a‐enep ar bobl, nag a‐enep giziou hon tadou, ez oun bet lakeat er prizon en Jerusalem, ha livret etre daouarn ar Romaned, 18pere, goude beza examinet ac’hanoun, a felle dezhe va leuskel kuit abalamour n’am boa great netra a verite ar maro. 19Mes dre ma c’henebe ar Judevien, em euz ranket ober appel da Cezar, petra‐benag n’em euz ket a leac’h da damal tud va bro. 20Abalamour da ze eta eo em euz goulennet ho kwelet ha komz ouzoc’h; rag abalamour da esperans Israel ez oun ereet gant ar chaden‐man.
21Ar re‐man a respontaz dezhan: N’hon euz recevet lizer e‐bed euz ar Jude divar da ben; hag hini euz ar breudeur deuet ac’hane, n’hen deuz discleriet na lavaret droug e‐bed ac’hanoud. 22Koulskoude hon deuz c’hoant da glevet ganez petra ec’h euz da lavaret rag evit al lezen nevez‐ze ec’h ouzomp e komzer a‐enep dezhi dre holl.
23O veza merket eun deiz dezhan, e teujont en niver brassoc’h d’hen kavoud en hostaliri; hag adaleg ar mintin beteg an noz e tisclerie dezhe rouantelez Doue, o renta testeni, hag ouz ho lakaad da gredi, dre lezen Moises ha dre ar brofeted, ar pez a zell ouz Jesus. 24Darn a gredaz an traou a lavare; mes ar re all ne gredjont ket. 25Hag evel n’en em glevent ket etrezhe, ez ejont kuit, goude m’hen doe Paol lavaret ar gomz‐man dezhe: Komzet mad hen deuz ar Spered‐Santel d’hon tadou dre ar profet Izaias, 26pa hen deuz lavaret: Kea etrezeg ar bobl‐ze ha lavar dezhan: Klevet a reot gant ho tiou‐skouarn, ha na gomprenot ket; hag o velet, c’houi a velo, ha na ziferansot ket. 27Rag calon ar bobl‐man a zo kaledet; ho diou‐skouarn a zo pounner‐glev, ha serret ho deuz ho daou‐lagad, gant aoun da velet gant ho daou‐lagad, da glevet gant ho diou‐skouarn, da gompren gant ho c’halon, gant aoun na zistrofent, ha na barefen anezhe. 28Gouezit eta penaos ar zilvidigez a Zoue a zo kasset d’ar Jentiled, hag ar re‐man a zelaouo. 29Ha goude m’hen doe lavaret kement‐se, ar Judevien a ieaz kuit, hag e oe eur gontestation vraz etrezhe.
30Hogen Paol a choumaz daou vloaz leun en eun ti hen doa feurmet evithan he‐unan, hag e receve eno ar re holl a zeue d’he gavoud, 31o prezeg rouantelez Doue, hag o tesk an traou a zell ouz an Aotrou Jesus‐Christ, gant peb hardiegez hag heb ampechamant e‐bed.