CHABISTR XXVII.
1Goude ma oa bet decidet ez ajemp dre vor d’an Itali, e oe livret Paol hag eun neubeud prizonerien all da eur c’hantener euz a gohort Augustus, hanvet Julius; 2hag o veza pignet var eul lestr euz a Adramyt, ez ejomp en hent gant an intantion da douch ouz porzou‐mor douar an Azi, ha beza e oa ganeomp Aristark, eur Macedoniad euz a Dessalonika. 3An deiz varlerc’h, ec’h arrujomp en Sidon; ha Julius, o treti Paol gant dousder, a bermetaz dezhan mond da velet he vignoned, da veza soulajet ganthe. 4Goude beza eat ac’hane, e navigjomp dindan enez Cyprus, rag an avel a oa a‐enep. 5Ha goude beza treuzet mor Cilicia ha Pamphylia, e teujomp da Vyrrha, en bro Lycia, hag ar c’hantener, 6o veza kavet eno eul lestr euz a Alexandria hag a iea d’an Itali, a reaz deomp mond ebarz. 7Ha dre ma n’hon doa ket avancet kalz e‐pad meur a zevez, ha ma oamp a‐boan erruet dirag Gnidus, abalamour na bermete ket an avel deomp, e tremenjomp izelloc’h eged enez Creta var‐zu Salmon; 8hag o vond gant poan a‐biou dezhi, e teujomp da eul leac’h hanvet Porziou‐kaer, tost da behini ema ar gear a Lase.
9Dre ma oa tremenet kalz a amzer, ha ma oa deuet ar mor da veza danjeruz, o veza ma oa dija tremenet amzer ar iun, 10Paol a avertissaz anezhe, hag a lavaraz dezhe: Gwelet a ran, goazed, e vezo hor beach leun a zanjerou hag a gollou braz, n’e ket hep‐ken evit al lestr hag ar garg a zo enhan, mes ive evidomp‐ni. 11Mes ar c’hantener a grede kentoc’h d’ar sturier ha da berc’hen al lestr, eged d’ar pez a lavare Paol. 12Hag o veza ne oa ket mad ar porz‐ze evit goanvi, an darnvuia a oa ho ali mond kuit ac’hane, ha klask mond, mar galjent, bete Phœnice, eur porz euz a Greta, hag a zo troet var‐zu an avel a zeu euz an Afric, etre an Nord hag ar C’huz‐heol, evit gallout tremen ar goanv eno. 13Hag an avel euz ar c’hreizteiz o veza deuet da c’houeza goustadic, e credjont e teujent a‐ben euz ho mennoz, hag o veza savet an heor, e ribljont tost da enez Creta.
14Mes eun neubeud goude, e savaz eun avel foll, a c’halver Euroclydon, hag a c’houeze var‐zu an aod. 15Al lestr a oe treinet, hag evel na helle ket harz ouz an avel, hen lezjomp da vond; 16ha pa hor boe tremenet izelloc’h eged eun enezen vihan, hanvet Clauda, gant kalz a boan ec’h helljomp derc’hel ar vag. 17Mes goude m’ho doe savet anezhi, ar vortoloded a reaz usach a zicouriou, oc’h amar al lestr a‐zindan gant kerden; hag o veza m’ho doa aoun da veza taolet var treaz ar Syrt, e tiskenjont ar vernien; hag e oant douget evel‐se. 18Evel ma oamp gwall‐stropet gant ar gwall‐amzer, an deiz varlerc’h e taoljont ar gargezon er mor. 19Hag an trede deiz, e taoljomp paramant al lestr er meaz gant hon daouarn hon‐unan. 20Hag evel n’en em ziskouezaz nag an heol, nag ar stered e‐pad meur a zevez, ha ma skoe eun tempest braz varnomp, e koljomp peb esperans da veza saveteet.
21Hogen pell amzer e oat bet hep debri. Neuze Paol, o sevel en he za en ho c’hreiz, a lavaraz dezhe: Dleet e vije bet eta deoc’h va zelaou, goazed, e‐leac’h mond kuit euz a Greta, hag hor bije gallet espern ar boan hag ar c’holl‐man. 22Mes breman ho pedan da gemer courach, rag hini ac’hanoc’h na gollo he vuez, ne vezo kollet nemed al lestr. 23Rag en noz‐man, eun eal a‐berz an Doue, da behini ez oun‐me, hag a zervichan, a zo en em diskouezet d’in, en eur lavaret: 24N’az pez ket a aoun, Paol; red eo d’id mond dirag Cezar; ha setu, Doue hen deuz roet d’id kement hini a zo o naviga assambles ganez. 25Dre‐ze, goazed, kemerit courach; rag me em euz fizians en Doue penaos e c’hoarvezo evel ma’z eo bet lavaret d’in; 26mes red eo deomp beza taolet var eun enezen‐benag.
27Dre ma oa deuet ar bevarzecved nozvez, ha ma oamp kasset aman hag a‐hont var ar mor Adriatik, ar vortoloded, var‐dro hanter‐noz, a zonjaz dezhe e tostaent ouz eun douar‐benag. 28Hag o veza taolet ar ploum, e kavjont ugent gourad. Goude beza eat eun neubeud pelloc’h, e taoljont adare ar ploum, hag e kavjont pemzec gourad. 29Neuze, gand aoun na gouezjemp var eur garrec‐benag, e taoljont pevar heor euz a ziadre al lestr, hag ho doa hast da velet an deiz.
30Hag evel ma klaske ar vortoloded tec’hel euz al lestr, ha m’ho doa diskennet ar vag var ar mor, var zigarez mond da deurel heoriou ar pen‐araog euz al lestr, 31Paol a lavaraz d’ar c’hantener ha d’ar zoudarded: Mar na choum ket ar re‐man ebarz al lestr, na hellit ket beza saveteet. 32Neuze ar zoudarded a dro‐c’haz kerden ar vag, hag hen lezjont da gweza.
33Hag, o c’hortoz an deiz da zond, Paol ho exhortaz holl da gemer boued, en eur lavaret: Hirio eo ar bevarzecved devez abaoe ma’z oc’h o c’hortoz, hag o choum var iun, hep kemer netra. 34Rag‐se e pedan ac’hanoc’h da gemer boued, rag red eo deoc’h, evit gallout en em zavetei; ha na gwezo ket eur vleven euz a ben hini ac’hanoc’h. 35Goude beza lavaret kement‐se, e kemeraz bara, hag e rentaz grasou da Zoue, dirag an holl; hag o veza torret anezhan, en em lekeaz da zebri. 36An holl neuze a gemeraz courach, hag e tebrjont boued ive. 37Hogen, bez’ e oamp en holl ebarz al lestr, daou c’hant c’houezec ha tri‐ugent den. 38Ha pa ho doe debret awalc’h, e skanvajont al lestr, en eur deurel an ed er mor.
39Ha pa oe deuet an deiz, ne anavezent ket an douar; mes o veza gwelet eun aber, en pehini e oa eun aod, e tecidjont, mar galljent, kas al lestr ebarz. 40O veza eta troc’hetkuit an heoriou, ho lezjont er mor, o tizeren er memeus amzer ereou ar sturiou; ha goude beza savet gouel ar vern‐volosk d’an avel, e tennjont varzu an aod. 41Mes, o veza deuet en eul leac’h ma oa mor a bep tu, al lestr a stokaz eno, hag an diaraog o veza engajet, a choumaz stard, mes an diadre a freuze gant an nerz euz an taoliou‐mor. 42Neuze ar zoudarded a oe ali da laza ar brizonerien, gant aoun na deuje unan‐benag anezhe da dec’hel kuit var neu. 43Mes ar c’hantener, dre m’hen doa c’hoant da zavetei Paol, ho distroaz deuz an ali‐ze, hag a c’hourc’hemenaz d’ar re holl a helle neu en em deurel da genta er mor, ha mond d’an douar; 44ha d’ar re all mond, lod var blench ha lod var dammou euz al lestr. Evel‐se e c’hoarvezaz ma en em savetejont holl d’an douar.