CHABISTR XXV.
1Festus eta o veza erruet er provinç, a bignaz, tri devez goude, euz a Cezare da Jerusalem. 2Neuze ar beleg‐braz, hag ar re genta euz a‐douez ar Judevien, a zougaz clem dirazhan a‐enep Paol; 3ouz he bedi, e c’houlennent diganthan, evit noazoud da Baol, m’hen divije ar vadelez da lakaad hen digas da Jerusalem, rag lakeat ho doa tud kuzet da c’hedal, evit hen laza en hent. 4Mes Festus a respontaz e oa Paol diwalletmad en Cezare, hag e tlie he‐unan mond di hep‐dale. 5Ra zeui eta, eme‐z’han, ar re vrassa ac’hanoc’h da zisken assambles ganen, ha ra damallint an den‐ze mar d’euz eun dra‐benag a‐enep dezhan.
6Festus na choumaz en ho zouez nemed eiz pe deg devez, hag a ziskennaz neuze da Cezare; hag an deiz varlerc’h, o veza azezet var he dribunal, e c’hourc’hemenaz digas Paol. 7Pa oe deuet, ar Judevien a oa diskennet euz a Jerusalem en em lekeaz en‐dro dezhan, o tougen a‐enep Paol kalz a wall damallou, ha na hellent ket ho frouvi. 8Eleac’h Paol a lavare evit en em difen: N’em euz pec’het e tra e‐bed nag a‐enep lezen ar Judevien, nag a‐enep an templ, nag a‐enep Cezar. 9Koulskoude Festus, o c’hoantaad ober plijadur d’ar Judevien, a gomzaz ouz Paol, hag a lavaraz dezhan: Ha te a garfe pignat da Jerusalem, ha beza barnet eno dirazoun var an traou‐ze? 10Ha Paol a lavaraz: Dirag tribunal Cezar emoun; aman eo red d’in beza barnet; n’em euz great gaou e‐bed ouz ar Judevien, evel ma c’houzoud ervad. 11Mar em euz great eun injustis‐benag, pe eun torfet‐benag hag a vez dign a varo, na refusan ket mervel; mes mar n’euz netra a wir en traou a damallont d’in, den na hell va livra dezhe; Ouz Cezar e ran appel. 12Neuze Festus, goude beza komzet gant he gonseil, a respontaz: Ouz Cezar ec’h euz great appel, da Cezar ez i.
13Eun neubeud deiziou goude, ar roue Agrippa ha Berenis a zeuaz da Cezare, evit saludi Festus. 14Hag evel ma choumjont eno meur a zevez, Festus a roaz da anaoud d’ar roue affer Paol, en eur lavaret: Felix hen deuz lezet aman eun den, 15prizonier, a‐enep pehini prinsed ar veleien ha re ancien ar Judevien ho deuz douget clem pa oann en Jerusalem, o c’houlen ma vije condaonet. 16Respontet em euz dezhe n’ema ket ar c’hiz e‐touez ar Romaned da livra eun den d’ar maro, ken n’hen deve bet an hini a zo tamallet he damallerien a‐zirazhan, ha ken n’hen deve bet al liberte d’en em zifen euz ar pez a damaller dezhan. 17Goude eta ma’z int bet en em assamblet aman, heb nep dale an deiz varlerc’h, ec’h azeziz var an dribunal, hag e roiz urz da zigas an den‐ze. 18Ar re hen tamalle, o veza en em brezantet, n’ho deuz douget en he enep hini e‐bed euz ar c’hlemmou a zonjen. 19Mes bet ho deuz ganthan eun disput‐benag divarben ho relijion ho‐unan, ha divarben eur Jesus maro, a gendalc’he Paol da lavaret e oa beo. 20Hogen, evel ma oann en douetans var gement‐se, e c’houlenniz diganthan ha felloud a rea dezhan mond da Jerusalem, ha beza barnet eno var an traou‐ze. 21Mes Paol o veza great appel, evit ma vije barnet he broces gant an impelaer, em euz gourc’hemenet he zerc’hel bete ma kassin anezhan da Cezar. 22Neuze Agrippa a lavaraz da Festus: Me a garfe ive klevet an den‐ze. Varc’hoas, eme Festus, e klevi anezhan.
23An deiz varlerc’h eta, Agrippa ha Berenis a zeuaz gant kalz a lorc’haj, ha pa oent antreet e leac’h an audians, gant ar c’habitaned hag an dud kenta euz a gear, e oe digasset Paol dre urz Festus. 24Neuze Festus a lavaraz: Roue Agrippa, ha c’houi holl pere a zo aman prezant ganeomp, gwelet a rit an den a‐enep pehini eo deuet holl bobl ar Judevien d’am c’havoud, en Jerusalem hag aman, o crial ne oa ket gleet hen lezel pelloc’h da veva. 25Mes, o veza kavet penaos n’hen doa great netra dign euz ar maro, ha dre ma hen deuz he‐unan great appel d’an impelaer, em euz resolvet hen kas dezhan. 26N’em euz tra sclear e‐bed da scriva d’an impelaer divar he ben, rag‐se em euz hen digasset dirazoc’h, ha dreist holl dirazoud, roue Agrippa, evit m’em bezo eun dra‐benag da scriva, goude ma vezo bet interrojet. 27Rag ne zeblant ket d’in e vez deread kas eur prizonier, hep merka ive ar pez a damaller dezhan.