CHABISTR XXIV.
1Pemp devez goude‐ze, Ananias, ar beleg‐braz, a ziskennaz gant darn euz ar re Ancien hag eun avocat, hanvet Tertullus, pere a zougaz clem a‐enep da Baol. 2Paol o veza bet galvet, Tertullus a gommansaz d’hen tamal, en eur lavaret: 3Anzav a reomp e pep tra ha dre holl, ha gant peb seurt actionou a c’hras, O Felix mad meurbed, e meump an heur‐vad da gaoud eur peoc’h parfet, dre da zicour ha dre an oberou kaer a zo bet great d’ar bobl‐man, dre ar zourci ec’h euz bet anezhi. 4Mes evit na zalc’hfomp ket ac’hanoud re bell, e pedan ac’hanoud da zelaou, en da vadelez, ar pez em euz da lavaret en ber gomzou: 5Ni hon euz kavet an den‐man, pehini a zo eur vossen, hag a laka trouz etre ar Judevien dre ar bed holl, hag a zo ar pen euz a sect an Nazareaned, 6ha pehini c’hoas hen deuz klasket profani an templ. Ni hon doa croget enhan, hag e felle deomp hen barna hervez hon lezen; 7mes ar c’habiten Lysias a zo deuet, hag hen deuz lammet anezhan dre fors euz tre hon daouarn, 8o c’hourc’hemen d’ar re hen tamalle dond d’az kavout. Gallout a ri da‐unan gouzoud diganthan, en eur interroji anezhan, an holl draou euz a bere e tamallomp anezhan. 9Ar Judevien en em lekeaz ive deuz costez ar re hen tamalle, en eur lavaret e oa pep tra evel‐se.
10Mes Paol, goude m’hen doe ar gouarner great sin dezhan da gomz, a respontaz: O veza ma c’houzon ez euz meur a vloaz emoud barner var an nation‐man, e komzan gant muioc’h a fizians evit en em difen; 11rag gouzoud a hellez penaos n’euz ket ouz‐pen daouzec dervez abaoe ma’z oun pignet da Jerusalem evit adori. 12N’ho deuz va c’havet o tisput gant den e‐bed en templ, nag o tastum ar bobl er sinagogou, nag en kear, 13ha na hellfent ket prouvi an traou euz a bere e tamallont ac’hanoun breman. 14Koulskoude ec’h anzavan an dra‐man ouzid, penaos e servichan Doue va zadou‐koz, hervez an doctrin e c’halvont herezi, o cridi an holl draou a zo scrivet el lezen hag er brofeted; 15hag o kaoud en Doue an esperans‐se ho deuz ho‐unan, penaos e c’hoarvezo resurrection ar re varo, kerkoulz ar re just evel ar re injust. 16Abalamour da ze eo e labouran, evit kaout bepred eur goustians divlam dirag Doue ha dirag an dud. 17Hogen, goude meur a vloaz, ez oun deuet da zigas d’am nation aluzennou hag offransou. 18Ha pa oann oc’h ober ze, unan‐benag euz a Judevien an Azi a gavaz ac’hanoun purifiet en templ, hep kalz a dud na trouz. 19Int ho‐unan a dleje beza deuet aman dirazoud da damal ac’hanoun, mar ho divije bet eun dra‐benag da lavaret a‐enep d’in. 20Mes ra zeui ar re‐man eta da ziscleria hag int ho deuz kavet ac’hanoun coupabl euz a eun dra‐benag, pa’z oun bet lakeat dirag ar Sanhedrin, 21nemed ne vez euz ar gomz‐man hep‐ken em euz bet lavaret a vouez huel pa oann dirazhe: Abalamour da resurrection ar re varo eo ez oun barnet hirio ganeoc’h.
22Pa glevaz Felix kement‐se, dre ma c’hanaveze gwelloc’h an traou a zell ouz an doctrin, e kassaz anezhe da eur vech all, en eur lavaret: Pa vezo deuet ar c’habiten Lysias, ec’h examinin mad hoc’h affer. 23Hag e c’hourc’hemenaz da eur c’hantener diwall Paol, mes lezel ganthan eun tam liberte, hep herzel euz he dud d’hen servicha pe da zond d’he velet.
24Eun neubeud deiziou goude‐ze, Felix, o veza deuet gant Drusilla, he vreg, pehini a oa Judeves, a gassaz tud da gerc’hat Paol, hag e selaouaz anezhan divarben ar feiz er C’hrist. 25Hag evel ma komze Paol divarben ar justis, an demperans hag ar varn da zond, Felix, spountet‐holl, a lavaraz dezhan: Kea kuit evit breman, ha pa gavin eun amzer favorabl‐benag, e c’halvin ac’hanoud. 26Esperoud a rea ive e vije roet arc’hant dezhan gant Paol, evit ma laoskje anezhan en he liberte; evit se eo e kasse alies tud d’he gerc’hat hag e komze ganthan.
27Daou vloaz a dremenaz evel‐se, hag e teuaz Porcius Festus e plas Felix; ha Felix, evit ober plijadur d’ar Judevien, a lezaz Paol er prizon.