CHABISTR XXII.
1Tud breudeur ha tadou, selaouit breman ar pez em euz da lavaret deoc’h evit va difen.
2Ha pa glevjont e komze dezhe en langach hebrach e choumjont c’hoas sioulloc’h.
3Hag e lavaraz: Me a zo eur Judeo, ginidic euz a Dars, en Cilicia, mes savet oun bet er gear‐man e‐c’harz treid Gamaliel, ha kelennet mad e lezen hon tadou, o veza devot braz e‐kenver Doue, evel ma’z oc’h c’houi holl hirio. 4Persecutet em euz an doctrin‐man beteg ar maro, o liamma hag o lakaad er prizon ar oazed kerkoulz hag ar merc’hed, 5evel ma’z eo test d’in ar beleg‐braz, hag holl gonseil ar re Ancien. Memeus goude beza recevet diganthe lizerou evit ar breudeur, ez iz da Zamas, evit digas ar re a oa eno liammet da Jerusalem, evit beza punisset. 6Hogen, c’hoarvezoud a reaz, pa oann en hent, ha pa dostaen euz a Zamas, var‐dro kreiz‐deiz, ma teuaz en eun taol eur sclerijen vraz euz an env da lugerni en‐dro d’in. 7Hag o veza kwezet d’an douar, e kleviz eur vouez hag a lavare d’in: Saul, Saul, perag e persecutez‐te ac’hanoun? 8Ha me a respontaz: Piou oud‐de, Aotrou? Hag hen a lavaraz d’in: Me eo Jesus a Nazaret, pehini a bersecutez. 9Hogen, ar re a oa assambles ganen a velaz mad ar sclerijen, hag e oent spountet; mes na glevjont ket mouez an hini a gomze ouzin. 10Neuze e liviriz: Aotrou, petra a rin‐me? Hag an Aotrou a respontaz d’in: Sav, ha kea da Zamas, hag eno e vezo lavaret d’id an holl draou a dleez da ober. 11Hag evel na velen taken gant sked ar sclerijen‐ze, ar re a oa ganen a renaz ac’hanoun dre va dorn, hag ez iz da Zamas.
12Hogen, Ananias, eun den devot, hervez al lezen, da behini an holl Judevien a choume eno a roe eun desteni vad, a zeuaz d’am c’havoud; 13hag o veza tosteet, e lavaraz d’in: Saul, va breur, receo ar gwelet. Ha kerkent e veliz anezhan. 14Hag e lavaraz d’in: Doue hon tadou hen deuz da choazet evit ma c’hanavezi he volontez, ha ma veli ar Just, ha ma klevi ar c’homzou euz he c’henou. 15Rag te a vezo test dezhan dirag an holl dud, euz an traou ec’h euz gwelet ha klevet. 16Ha breman, perag e taleez‐te? Sav, receo ar vadiziant ha bez gwalc’het euz da bec’hejou, en eur c’hervel hano an Aotrou.
17Hogen, c’hoarvezoud a reaz ganen, pa oann distro da Jerusalem, hag o pedi en templ, beza extasiet a spered; 18hag e veliz Jesus, hag a lavare d’in: Hast, ha kea buhan er meaz euz a Jerusalem; rag na gredfont ket an desteni a roi ac’hanoun. 19Hag e liviriz: Aotrou, gouzoud a reont ho‐unan penaos e laken er prizon hag e laken skourjeza er sinagogou ar re a grede enoud; 20ha pa oe skulliet goad da verzer (dest), Stefan, e oann ive va‐unan eno, hag e consanten d’he varo, hag e oann o tiwall dillad ar re a laze anezhan. 21Mes hen a lavaraz d’in: Kea; rag me a gasso ac’hanoud gwall bell etrezeg ar Jentiled . . . .
22Beteg ar gomz‐ze e selaoujont anezhan; mes neuze e savjont ho mouez, en eur lavaret: Lam ar seurt den‐ze divar an douar; rag n’eo ket dign da veva. 23Hag evel ma crient, ha ma c’hijent ho dillad, ha ma taolent poultren en ear, 24ar c’habiten a c’hourc’hemenaz hen kas d’ar c’hastel, hag e c’hourc’hemenaz ma vije interrojet ha skourjezet gant ar walen, evit gouzout perag e crient evel‐se a‐enep dezhan.
25Mes pa ho doe liammet anezhan gant lerennou, Paol a lavaraz d’ar c’hantener a oa eno: Ha permetet eo deoc’h skourjeza eur bourc’hiz roman, heb ma vez bet barnet? 26Ar c’hantener, o veza klevet kement‐se, a ieaz d’hen lavaret d’ar c’habiten, en eur lavaret: Laka evez petra a ri; rag an den‐ze a zo Roman. 27Neuze e teuaz ar c’habiten, hag e lavaraz dezhan: Lavar d’in, ha te a zo bourc’hiz roman? Hag hen a respontaz: Ia. 28Ar c’habiten a respontaz: Kalz a arc’hant eo bet coustet d’in dond da veza bourc’hiz a Rom. Ha me, eme Paol, a zo roman abaoe ma’z oun ganet. 29Ar re eta a dlie hen skourjeza evit ober dezhan anzav, en em dennaz kerkent; hag ar c’habiten ive a gemeraz aoun, pa velaz e oa Roman, hag hen doa lakeat hen liamma.
30An deiz varlerc’h evel ma felle dezhan gouzoud evit petra e oa tamallet gant ar Judevien, e lekeaz hen diliamma, hag o veza kemennet da brinsed ar veleien ha d’an holl Sanhedrin en em assambli, e tigassaz Paol d’an traon, hag a lekeaz anezhan en ho c’hreiz.