II Thessalonied 3
CHABISTR III.
1A‐hend‐all, breudeur, pedit evidomp, evit ma vezo ger an Aotrou libr da redec, ha ma vezo glorifiet dreholl, evel ma’z eo en ho touez; 2ha ma vezimp delivret euz a dud noazus ha drouk; rag an holl n’ho deuz ket ar feiz. 3An Aotrou a zo fidel hag a grenvaio ac’hanoc’h, hag ho miro euz an drouk. 4Ha bez’ hon euz ar fizians‐man en ho kenver en Aotrou, penaos e rit hag e reot an traou a c’hourc’hemenomp deoc’h. 5Ra zeuio an Aotrou da ren ho calonou da garantez Doue, ha da c’hortoz ar C’hrist gant patianted.
6Breudeur, recommandi a reomp deoc’h ive, en hano hon Aotrou Jesus‐Christ, pellaad diouz peb breur hag a vev en dizurz, ha nann hervez ar gelennadurez hen deuz recevet diganeomp. 7Rag gouzoud a rit hoc’h‐unan penaos e tleit imita ac’hanomp, pa’z eo gwir n’hon euz ket bevet en ho touez en dizurz, 8ha n’hon euz debret bara den e‐bed evit netra, mes ma’z omp bet er skuizder, hag er boan, o labourat noz‐deiz, evit miret da zamma hini ac’hanoc’h. 9N’e ket dre ma n’hon doa ket a urz d’hen ober, mes evit rei deoc’h enomp hon‐unan eur skouer deoc’h da imita. 10Rag ive pa oamp ganeoc’h, e lavaremp deoc’h freaz, penaos piou‐benag na fell ket dezhan labourat, na dle ket dibri ken neubeud. 11Koulskoude e klevomp lavaret penaos ez euz hinienou en ho touez hag a vev en dizurz; ne labouront ket, ha koll a reont ho amzer en traou didalvoudus. 12Hogen, alia a reomp ar re a zo evel‐se, hag e pedomp anezhe dre hon Aotrou Jesus‐Christ, da labourat en peoc’h, evit gounid ar bara a zebront. 13Evidoc’h‐hu, breudeur, na skuizit ket oc’h ober ar mad. 14Ha mar d’euz unan‐benag ha na zent ket ouz ar pez a leveromp dre al lizerman, taolit pled dezhan, ha na zarempredit ket anezhan, evit m’hen devezo mêz. 15Koulskoude, na gemerit ket anezhan evel eun adversour, mes kelennit anezhan evel eur breur.
16Ra zeuio an Aotrou a beoc’h da rei deoc’h he‐unan ar peoc’h en pep tra hag en peb amzer! Ra vezo an Aotrou ganeoc’h holl!
17Ar zalud a zo euz va dorn va‐unan, me, Paol; hennes eo va zinatur em holl lizerou; evel‐se eo e scrivan. 18Gras hon Aotrou Jesus‐Christ ra vezo ganeoc’h holl! Amen.
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.