II S. Per 1
CHABISTR I.
1Simon per, servicher hag abostol Jesus‐Christ, d’ar re ho deuz bet en partach eur feiz euz ar memeuz priz gant hon hini‐ni, er justis euz hon Doue ha Salver Jesus‐Christ. 2Ra vezo cresket deoc’h ar c’hras hag ar peoc’h, en anaoudegez euz a Zoue hag euz a Jesus hon Aotrou.
3Evel ma hen deuz he c’halloud divin roet deomp kement a zell ouz ar vuez hag ar biete, dre an anaoudegez euz an hini hen deuz hor galvet dre he c’hloar hag he vertuz; 4dre bere eo bet roet deomp ar promessaou braz ha precius meurbed, evit ma teuot, dre ar re‐man, da gaoud lod euz an natur divin, o pellaad ouz ar gorruption a zo o ren dre ar bed dre ar c’hoantaennou diroll; 5evel‐se, o lakaad hoc’h holl boan d’hen ober, unanit assambles gant ho feiz ar vertuz, gant ar vertuz ar wiziegez; 6gant ar wiziegez an demperans; gant an demperans ar batianted; ha gant ar batianted ar biete; 7gant ar biete ar garantez a vreur; ha gant ar garantez a vreur ar garantez. 8Rag ma ema an traou‐ze enoc’h, ha mar emaint en abondans, ne lezint ket ac’hanoc’h da veza na didalvez, na difrouez en anaoudegez euz hon Aotrou Jesus‐Christ. 9Mes an hini n’ema ket an traou‐ze enhan, a zo dall, ber‐velet eo, hag ankounac’heet hen deuz ar burification euz he bec’hejou tremenet. 10Rag‐se, breudeur, bezit muioc’h‐mui aketus da grenvaad ho kalvedigez hag ho choazedigez; rag en eur ober kement‐se, ne deuot biken da gweza; 11hag evel‐se an antre e rouantelez eternel hon Aotrou ha Salver Jesus‐Christ a vezo roet deoc’h gant largentez.
12Setu perag, ne vankin ket da zigas da zonj deoc’h dalc’hmad euz an traou‐man, petra‐benag ma c’hanavezit anezhe, ha ma’z oc’h krenveet er wirionez pehini a zo ganeoc’h. 13Ha me a gred ez eo just, ekeit ha ma vezin ebarz an danten‐man, e tihunfen ac’hanoc’h dre va aliou, 14o c’houzout penaos, hep‐dale e tilezin an danten‐man, hervez ma hen deuz hon Aotrou Jesus‐Christ roet d’in da anaoud. 15Mes soagn em bezo da ober ar pez a zo red evit ma c’hellot, goude va zremenvan, kaout sonj bepred euz an traou‐ze. 16Rag n’e ket en eur heuil fablennou great gant finesse eo hon euz roet da anaoud deoc’h galloud ha donedigez hon Aotrou Jesus‐Christ; mes goude beza gwelet he vajeste gant hon daou‐lagad hon‐unan. 17Rag recevet hen deuz digant Doue an Tad henor ha gloar, pa oe adresset dezhan ar vouez‐man gant ar Gloar souveren: He‐man eo va Mab muia‐karet, en pehini em euz lakeat va holl garantez. 18Ha ni hon euz klevet ar vouez‐ze a zeue euz an env, pa oamp assambles ganthan var ar menez santel. 19Beza hon euz ive komz ar brofeted hag a zo eur gomz ferm meurbed, ouz pehini e rit mad teurel evez, evel ouz eur c’houlaouen hag a lugerne en eul leac’h teval, ken a deuje an deiz da c’houlaoui ha ken a zavje stereden ar mintin en ho calonou; 20gouezit da genta an dra‐man penaos, profesi ebed euz ar Scritur na zeu euz a zantimant an den he‐unan. 21Rag ar brofesi n’eo ket bet digasset gwech‐all dre volontez an den; mes tud santel a Zoue ho deuz komzet, douget da gement‐se gant ar Spered‐Santel.
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.