II Corintied 2
CHABISTR II.
1Decidet em boa eta enoun va‐unan na’z ajen mui d’ho kavout gant tristidigez. 2Rag mar deuan da rei tristidigez deoc’h, piou a roio joa d’in‐me, nemed an hini a vezo bet lakeat ganen en dristidigez? 3Ha scrivet em euz deoc’h evel‐se, evit pa vezin erruet, n’em bezo ket a dristidigez digant ar re a dlefe rei joa d’in; rag fizians em euz enoc’h holl penaos e rit holl ho choa euz va hini‐me.
4Rag scriva a riz deoc’h en eun drubuil vraz, gant eur galon leun a enkrez, ha gant fors daelou; n’e ket evit ho klac’hari, mes evit rei da anaoud ar garantez dreist muzur em euz en ho kenver. 5Mar hen deuz unan‐benag roet tristidigez, n’e ket me va‐unan hen deuz glac’haret, mes c’houi holl, da vihana en eun doare‐benag, rag ne fell ket d’in lavaret en tu‐all d’ar wirionez. 6A‐walc’h eo d’eun hevelep den, beza bet punisset gant an niver brassa euz an dud, 7en hevelep doare ma tleit kentoc’h pardoni dezhan hag he gonsoli, gant aoun na vez mantret gant eun dristidigez re vraz. 8Abalamour da ze e pedan ac’hanoc’h da ziskouez ho karantez en he genver. 9Rag evit se eo em euz scrivet deoc’h, evit galloud anaoud, en eur amproui ac’hanoc’h, ha c’houi a zo sentus e pep tra. 10An hini eta da behini e pardonit, me ive a bardon dezhan; (rag evidoun‐me, ar pez em euz pardonet, mar em euz pardonet, eo abalamour deoc’h), dirag Jesus‐Christ, 11evit ne vezo ket Satan treac’h deomp; rag anaoud a reomp ar pez a c’hoanta ober.
12Hogen, pa zeuiz da Droas, evit prezeg Aviel ar C’hrist, petra‐benag ma hen doa digoret an Aotrou eun nor d’in, 13na gaviz ket a repos em spered, abalamour ne gaviz ket eno Titus, va breur; rag‐se, goude beza kimiadet ouz ar breudeur, e teuiz d’ar Macedonia. 14Hogen, ra vezo rentet grasou da Zoue pehini a ra deomp beza bepred treac’h er C’hrist, ha pehini a skuil dre enomp‐ni ar c’houez euz he anaoudegez e peb leac’h. 15Rag ni eo ar c’houez vad euz ar C’hrist dirag Doue, evit ar re a zo salvet hag evit ar re a ia da goll; 16d’ar re‐man, eur c’houez a varo, hag a laka da vervel; ha d’ar re all, eur c’houez a vuez, hag a laka da veva. Ha piou a zo barec evit an traou‐ze? 17Rag ni ne droomp ket en faoz Ger Doue, evel ma’z euz kalz hag a ra; mes komz a reomp gant gwirionez, evel a‐berz Doue, dirag Doue, er C’hrist.
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.