CHABISTR I.
1Paol, abostol Jesus‐Christ, dre volontez Doue, hag hor breur Timoteus, da Iliz Doue a zo e Corint, ha d’an holl Zent a zo en holl Akaia. 2Gras ha peoc’h deoc’h a‐berz Doue hon Tad, hag a‐berz an Aotrou Jesus‐Christ!
3Ra vezo benniget Doue, a zo Tad hon Aotrou Jesus‐Christ, Tad an trugarezou, hag an Doue a bep consolation, 4pehini a gonsol ac’hanomp ekreiz hon holl enkreziou, evit ma c’hellimp ive consoli ar re holl a zo en eun enkrezbenag, dre ar gonsolation gant pehini omp consolet hon‐unan gant Doue. 5Rag, evel ma cresk souffransou ar C’hrist enomp, evel‐se ive e cresk hor c’honsolation dre ar C’hrist. 6Hogen, pa’z omp enkrezet, kement‐se a zo evit ho consolation hag ho silvidigez, pehini a zeu d’en em ober, pa c’houzanvit gant patianted ar memeus souffransou a c’houzanvomp hon‐unan; ha pa’z omp consolet kement‐se a zo evit ho consolation hag ho silvidigez, 7(hag an esperans hon euz divar ho pen a zo krenv), dre ma c’houzomp penaos, evel ma hoc’h euz lod er poaniou, evel‐se ive ho pezo lod er gonsolation. 8Rag, breudeur, na fell ket deomp e choumfac’h heb anaoud an drubuil a zo bet c’hoarvezet ganeomp en Azi, penaos ez omp bet gwallvac’het, dreist hon nerz, en hevelep doare m’hon doa zo‐ken kollet an esperans da zerc’hel hor buez. 9Hag en em gonsideremp hon‐unan evel tud condaonet d’ar maro, evit ne lakejemp ket hor fizians enomp hon‐unan, mes en Doue pehini a laka ar re varo da resussita; 10pehini hen deuz hon delivret hag a zelivr ac’hanomp euz a eur seurt maro; hag esper hon euz e telivro ac’hanomp c’hoas; 11o veza ive sicouret ganeoc’h‐hu dre ho pedennou evidomp, evit, evel m’hon euz recevet ar c’hrasse dre galz a dud, ma vezo ive kalz o renta grasou da Zoue a gement‐se evidomp.
12Rag ar pez a ra hor meuleudi, eo an desteni‐man euz hor c’houstians, penaos ez omp en em gomportet er bed, ha dreist holl en ho kenver‐c’houi, gant simplicite hag eünder dirag Doue, nann gant eur furnez kigus, mes gant gras Doue. 13Rag na scrivomp deoc’h netra nemed ar pez a lennit, hag ive a anzavit, hag ec’h esperan hen anzavfot beteg ar fin; 14evel ma hoc’h euz ive anzavet eun neubeud benag, penaos ez omp sujet a c’hloar deoc’h, evel ma veot ive deomp‐ni en deiz an Aotrou Jesus.
15Hag er fizians‐ze eo e felle d’in mond d’ho kwelet araog, evit ma c’heljec’h receo eur c’hras all; 16ha mond neuze euz ho pro da Vacedonia; ha distrei goude euz a Vacedonia d’ho kavoud, ha beza ambrouget ganeoc’h var‐zu ar Jude. 17Hogen, pa en em broposen kement‐se, hag hen great em euz‐me dre skanvadurez, pe daoust hag hervez ar c’hig e sonjan ober ar pez a fell d’in, en hevelep doare ma vez ganen‐me, ia, ia, ha, nann, nann? 18Doue pehini a zo gwirion, a zo test d’in penaos ar ger hoc’h euz recevet diganeomp n’eo ket bet ia ha nann. 19Rag Mab Doue, Jesus‐Christ, pehini a zo bet prezeget deoc’h ganeomp‐ni, da lavaret eo, ganen‐me, gant Silvanus, ha gant Timoteus, n’eo ket bet ia ha nann; mes pep tra a zo ia enhan. 20Rag kement a zo euz a bromessaou Doue, a zo holl ia enhan: dreizhan eta ive an Amen, evit gloar Doue dreizomp‐ni. 21Hogen, an hini a grenva ac’hanomp ganeoc’h er C’hrist, hag hen deuz eoliet ac’hanomp eo Doue, 22pehini hen deuz hor siellet gant he ziel, hag hen deuz roet deomp en hor c’halonou an arrez euz he Spered.
23Hogen kemer a ran Doue da dest var va ene, penaos evit hoc’h espern eo n’oun ket eat c’hoas da Gorint. N’e ket m’hor be c’hoant da zomina var ho feiz‐c’houi, mes ken‐labourerien omp d’ho choa, pa’z eo gwir dre ar feiz eo e choumit stard.