CHABISTR III.
1Ar gomz‐man a zo gwir: Mar deu unan‐benag da c’hoantaad ar garg a eskop, eun oeuvr vad meurbed eo a c’hoanta. 2Red eo eta da eun eskop beza didamal, pried da eur vreg hep‐ken, moderet, leun a evez, renket‐mad, prest da zigemer en he di, capabl da gelen; 3arabat eo e vez douget d’ar gwin, na ter, na douget d’ar gounid dizhonest, mes dous, aketus da dec’het euz ar c’hannou, hag heb avaristed, 4eun den hag a c’houarn mad he di, o terc’hel he vugale en doujans, gant pep honestis. 5Rag mar d’euz unan‐benag ha na oar ket gouarn he di he‐unan, penaos ec’h hallo hen gouarn Iliz Doue? 6Arabat eo e vez nevez convertisset, gant aoun, o veza c’houezet gant an ourgouil, na deufe da gweza e condaonation an diaoul. 7Red eo ive hen defe testeni vad digant ar re a‐ziaveaz, gant aoun ne gwezfe, en dismegans hag en pech an diaoul.
8Er memeus doare, ra vezo an diaconed tud poellec, hep tromplerez; arabat eo e vent douget d’ar gwin, na d’ar c’hounidegez disleal; 9o terc’hel stard myster ar feiz gant eur goustians pur. 10Ha ravezo ar re‐man ive eprouvet da genta: ha ma raint neuze ho c’harg, mar d’int didamal. 11Er memeus doare, ho gragez a dle beza merc’hed a zoare, diwall ouz an drouk‐prezegerez, beza fur, ha fidel en pep tra. 12Ra n’ho devezo an diaconed nemed eur vreg hep‐ken, o ren mad ho bugale hag ho ziez ho‐unan. 13Rag ar re ho devezo great mad ar garg‐se, a c’hounez eur renk henorabl, hag eur fizians vraz er feiz a zo er C’hrist Jesus.
14An traou‐man a scrivan d’id, oc’h esperout mond hep dale d’az kavout, 15mes mar talean pell, evit ma ouezi penaos e tleer en em gomporti en ti Doue, pehini eo Iliz an Doue beo, ar pilier hag ar fount euz ar wirionez. 16Hag, evel ma teu an holl d’hen anzav, braz eo ar myster euz ar biete: Doue a zo en em ziskouezet er c’hig, a zo bet justifiet dre ar Spered, gwelet gant an elez, prezeget d’ar Jentiled, credet er bed, ha savet er gloar.