CHABISTR I.
1Paol, abostol Jesus‐Christ, hervez gourc’hemen Doue, hor Zalver, hag an Aotrou Jesus‐Christ, hon esperans, 2da Dimoteus, va gwir vab er feiz. Gras, trugarez ha peoc’h a‐berz Doue hon Tad, ha Jesus‐Christ hon Aotrou.
3Exhorti a ran ac’hanoud, evel m’em euz great dija pa guitaiz Macedonia, da choum en Ephesus evit recommandi da eur certen tud diwall da brezeg eun doctrin estranjour, 4ha d’en em rei da fablennou ha da ligneou ha n’ho deuz fin e‐bed, pere a laka da zevel disputou, e‐leac’h edifia en Doue dre ar feiz. 5Ar fin euz ar gourc’hemen eo ar garantez, pehini a zeu euz a eur galon bur, euz a eur goustians vad, hag euz a eur feiz leal. 6Lod anezhe, o veza dilezet kement‐se, a zo en em faziet gant ho c’homzou didalvoudus; 7o pretanti ez int doctored euz al lezen, petra‐benag ne gomprenont nag ar pez a leveront, nag ar pez a assuront. 8Hogen, ni a oar penaos al lezen a zo mad evit an hini a ra eun usach vad anezhi, 9evit an hini a oar penaos al lezen n’eo ket bet great evit an den just, mes evit ar re direiz ha dizent, an dud impi hag ar bec’herien, ar re n’ho deuz relijion e‐bed, ar re ne reont van e‐bed euz ar pez a zo santel, evit muntrerien ho zad hag ho mam, hag ar re a laz tud all, evit an dud libertin, 10ar re a ra louzdoni gant goazed, laeron tud, an dud gaouiad, ar re a ra leou faoz, ha kement tra a zo control d’an doctrin vad, 11hervez Aviel glorius an Doue benniget, pehini a zo bet fiziet enoun‐me.
12Ha trugarekaad a ran Jesus‐Christ hon Aotrou, pehini hen deuz va c’hrenveet, abalamour ma hen deuz kavet ac’hanoun fidel, ouz va lakaad en he zervich, 13me pehini a oa diagent eur gwall‐gomzer, eur persecuter, eun den ter; mes kavet em euz trugarez, abalamour ma em euz great kement‐se dre ignorans, o veza ne greden ket. 14Ha gras hon Aotrou a zo cresket dreist bar enoun, assambles gant ar feiz hag ar garantez a zo en Jesus‐Christ. 15Ar gomz‐man a zo gwir ha dign a bep fizians: Jesus‐Christ a zo deuet er bed evit savetei ar bec’herien, a bere ez oun ar c’henta. 16Mes abalamour da gement‐man eo em euz kavet trugarez, evit ma teuje Jesus‐Christ da ziskouez, enoun‐me da genta, eur vadelez parfet, evit servichoud da skouer d’ar re a gredo enhan, evit ar vuez eternel. 17Da Roue an holl amzeriou, immortel, hag invisibl, da Zoue en pehini hep‐ken ema ar furnez, ra vezo rentet henor ha gloar da viken! Amen.
18Ar c’hemen‐man a roan d’id, va mad Timoteus, hervez ar profesiou a zo bet great a‐ziaraog divar da ben, ma combatti hervez ar profesiou‐ze ar gombat vad, 19o terc’hel ar feiz hag eur goustians vad; hinienou o veza kollet ar goustians vad‐ze, ho deuz great naufrach e‐kenver ar feiz; 20en niver ar re‐ze ema Hymeneus hag Alexandr, pere em euz livret da Satan, evit ma teskint diwall da lavaret gwallgomzou.