CHABISTR I.
1Per, abostol Jesus‐Christ, d’an estranjourien disperset e broiou Pontus, Galatia, Cappadosia, Asi ha Bithynia, 2choazet hervez an anaoudegez hen deuz Doue an Tad euz ar pez a dle c’hoarvezoud, evit beza santifiet dre ar Spered, evit senti ouz Jesus‐Christ, hag evit kaoud lod er goad hen deuz skulliet. Ra vezo cresket ar c’hras hag ar peoc’h enoc’h!
3Ra vezo benniget Doue ha Tad hon Aotrou Jesus‐Christ, pehini, hervez he drugarez vraz, hen deuz hon lakeat da c’henel a‐nevez da eun esperans beo dre resurrection Jesus‐Christ a‐douez ar re varo, 4evit kaoud eun heritach ha na vreino biken, hep tarch e‐bed, ha na ia ket da goll, hag a zo miret en envou evidomp‐ni, 5pere, dre c’halloud Doue, a zo diwallet dre ar feiz, evit ar zilvidigez, a ia da veza diskouezet en amzeriou diveza. 6Euz a gement‐man hoc’h euz levenez, petra‐benag ma’z oc’h breman en dristidigez, evit eun neubeud amzer, gant meur a seurt poaniou, pa’z eo red e c’hoarvezfe kement‐se, 7evit ma teui an amprouv euz ho feiz, pehini a zo preciussoc’h eged an aour a rank perissa, hag a vez koulskoude amprouvet dre an tan, da drei da veuleudi deoc’h, da henor ha da c’hloar, e deiz donedigez Jesus‐Christ, 8pehini a garit, hep beza hen anavezet, en pehini e credit hep he velet evit c’hoas, hag en em rejouissa a rit gant eur joa ha na hell den he c’hompren, hag a zo leun a c’hloar, 9o receo ar priz euz ho feiz, silvidigez hoc’h eneou. 10Divarben ar zilvidigez‐ze eo ho deuz enklasket gant aked hag examinet piz ar brofeted, pere ho deuz profetised divarben ar c’hras a zo enoc’h; 11o klask anaoud, en pe seurt amzer hag en pe seurt circonstansou, e tiskoueze Spered ar C’hrist a oa enhe, hag a rente testeni a‐ziaraog, e tlie c’hoarvezoud souffransou ar C’hrist, hag ar gloar a dlie dond varlerc’h. 12Hag e oe discleriet dezhe ne oa ket evithe ho‐unan, mes evidomp‐ni, e reant ho c’harg en traou‐man, pere a zo bet breman annonset deoc’h gant ar re ho deuz prezeget an Aviel deoc’h, dre ar Spered‐Santel digasset euz an env, traou hag a c’hoanta an elez ho gwelet beteg ar fons.
13Rag‐se, o veza lakeat eur c’houriz var groazellou hoc’h intentamant, hag o veza sobr, gortozit gant eun esperans parfet ar c’hras a vezo digasset deoc’h da zonedigez Jesus‐Christ; 14evel bugale sentus, n’en em gonformit ket d’ar gwall‐ioulou euz hoc’h ignorans a wech‐all. 15Mes evel ma’z eo santel an hini hen deuz ho kalvet, evel‐se c’houi ive bezit santel en hoc’h holl gomportamant. 16Rag scrivet eo: Bezit santel, rag me a zo santel. 17Ha mar galvit ho Tad an hini pehini, heb sellet ouz apparans an dud, a varn hervez oberou peb hini, en em gunduit gant doujans e‐pad an amzer hoc’h euz da dremen var an douar‐man; 18o c’houzout penaos, n’eo ket dre draou breinus, evel arc’hant hag aour, hoc’h bet dasprenet euz ar feçon didalvoud da dremen ar vuez, a oa bet disket deoc’h gant ho tadou, 19mes dre oad precius ar C’hrist, evel euz a eun Oan hep si hag hep tarch e‐bed, 20destinet dija araog fondation ar bed, hag a zo bet diskouezet en amzeriou diveza‐man abalamour deoc’h‐hu, 21pere, dreizhan, a gred en Doue, pehini hen deuz resussitet anezhan a‐douez ar re varo, hag hen deuz glorifiet anezhan, evit ma vije ho feiz hag hoc’h esperans en Doue. 22O veza purifiet hoc’h eneou, en eur zenti ouz ar wirionez, dre ar Spered, evit kaoud eur garantez a vreudeuriach hep hipocrizi, kendalc’hit d’en em garet an eil egile gant eur galon bur, 23o veza ganet a‐nevez, nann euz a eun had vreinus, mes euz a eun haden ha na hell ket dond da vreina, dre c’her Doue, pehini a vev hag a bad da viken. 24Rag pep kig a zo evel ar yeot, hag holl c’hloar an den evel bleun ar yeot; ar yeot a zeu da zec’ha hag ho bleun da gweza; 25mes ger an Aotrou a choum da viken; hag he‐man eo ar ger euz a behini ar c’helou mad a zo bet prezeget deoc’h.