CHABISTR II.
1Va bugaligou, scriva a ran antraou‐man deoc’h, evit na bec’hot ket. Ha mar d’euz unan‐benag hag hen deuz pec’het, hon euz eun avocat dirag an Tad, Jesus‐Christ ar Just. 2Hen eo ar zacrifis a adunvaniez evit hor pec’hejou; ha n’e ket hep ken evit hon re‐ni, mes ive evit re ar bed holl. 3Ha dre gement‐man ec’h ouzomp penaos hon euz anavezet anezhan, mar miromp he c’hourc’hemenou. 4An hini a lavar: Me em euz anavezet anezhan, ha na vir ket he c’hourc’hemenou, a zo eur gaouiad, hag ar wirionez n’ema ket enhan. 5Mes an hini a vir he c’her, a zo en gwirionez karantez Doue parfet enhan, ha dre an dra‐ze ec’h anavezomp emomp enhan. 6An hini a lavar e ra he zemeurans enhan, a dle he‐unan ive bale evel ma hen deuz‐hen baleet.
7Breudeur, na scrivan ket deoc’h eur gourc’hemen nevez, mes eur gourc’hemen koz, an hini hoc’h euz bet adaleg ar pen‐kenta; ar gourc’hemen kozze eo ar ger hoc’h euz klevet adaleg ar pen‐kenta. 8Koulskoude, e scrivan deoc’h eur gourc’hemen nevez, ar pez a zo gwir enhan hag enoc’h, rag an devalijen a dremen, hag ar gwir sclerijen a zo dija o lugerni. 9An neb a lavar ema er sclerijen, hag hen deuz kâs ouz he vreur, a zo c’hoas breman en devalijen. 10Neb a gar he vreur, a choum er sclerijen, ha n’euz netra enhan hag a hell hen lakaad da gweza. 11Mes an hini hen deuz kâs ouz he vreur, a zo en devalijen, hag a vale en devalijen, ha na oar ket da beleac’h ez a, rag an devalijen he deuz dallet he zaou‐lagad.
12Scriva a ran deoc’h, bugaligou, dre ma’z eo pardonet deoc’h ho pec’hejou abalamour d’he hano. 13Scriva a ran deoc’h, tadou, abalamour ma hoc’h euz anavezet an hini a zo adaleg ar pen‐kenta. Scriva a ran deoc’h, tud yaouank, abalamour ma hoc’h euz trec’het var an drouk‐spered. 14Scriva a ran deoc’h, bugaligou, abalamour ma hoc’h euz anavezet an Tad. Scrivet em euz deoc’h, tadou, abalamour ma hoc’h euz anavezet an hini a zo adaleg ar pen‐kenta. Tud yaouank, scrivet em euz deoc’h, abalamour m’az oc’h krenv, ha ma choum ger Doue enoc’h, ha ma hoc’h euz trec’het var an drouk‐spered. 15Na garit ket ar bed, nag an traou a zo er bed. Mar d’euz unan‐benag hag a gar ar bed, karantez an Tad n’ema ket enhan; 16rag kement a zo er bed, droug‐ioul ar c’hig, droug‐ioul an daou‐lagad, hag ourgouil ar vuez, na zeu ket euz an Tad, mes euz ar bed. 17Hag ar bed a dremen, hag he zrougioul ive: mes an hini a ra bolontez Doue a choum da viken.
18Bugaligou, hou‐man eo an heur diveza; hag evel ma hoc’h euz klevet e tle dond an Ante‐Christ, brema dija ez euz meur a ante‐christ; dre eno ec’h anavezomp ema an heur diveza. 19Eat int er meaz euz hon touez, mes ne oant ket euz hon re‐ni; rag ma vijent bet euz hon re‐ni, e vijent choumet ganeomp, mes kement‐se a zo c’hoarvezet evit ma vije discleriet penaos n’int ket holl euz hon re‐ni. 20Evidoc’h‐hu a‐berz an Hini santel eo hoc’h euz recevet an onction, hag ec’h anavezit pep tra. 21Scrivet em euz deoc’h n’e ket abalamour na ouzoc’h ket ar wirionez, mes abalamour ma c’hanavezit anezhi, hag abalamour na zeu gaou e‐bed euz ar wirionez. 22Piou eo ar gaouiad, nemed an hini a nac’h penaos Jesus eo ar C’hrist? Hennes eo an ante‐christ, pehini a nac’h an Tad hag ar Mab. 23Kement hini a nac’h ar Mab n’hen deuz ket ken neubeud an Tad; an hini a anzav ar Mab, hen deuz ive an Tad. 24Ra choumo eta enoc’h ar pez hoc’h euz klevet adaleg ar pen‐kenta. Mar choum enoc’h ar pez hoc’h euz klevet adaleg ar pen‐kenta, c’houi ive a choumo er Mab hag en Tad. 25Hag ar bromessa hen deuz great deomp eo ar vuez eternel. 26An traou‐man em euz scrivet deoc’h divarben ar re a drompl ac’hanoc’h. 27Mes an onction hoc’h euz recevet diganthan, a choum enoc’h; ha n’hoc’h euz ket ezom e teufe den e‐bed d’ho kelen; mes evel ma teu an onctionze da zeski deoc’h pep tra, ha ma’z eo gwirion, ha ma n’eo ket eur gaou, evel‐se, hervez ma’z eo bet desket deoc’h ganthi, choumit enhan. 28Breman eta, bugaligou, choumit enhan, evit ma hon devezo fizians, pa zeuio, ha n’hor bezo ket a vêz dirazhan en he zonedigez. 29Mar gouzoc’h ez eo hen just, gouezit penaos piou‐benag a ra ar pez a zo just, a zo ganet euz anezhan.