I S. Ian 1
CHABISTR I.
1Ar pez a oa adaleg ar pen‐kenta, ar pez hon euz klevet, ar pez hon euz gwelet gant hon daou‐lagad, euz a behini hon euz sellet piz, hag hon euz touchet gant hon daouarn hon‐unan, divarben Ger ar vuez; 2(rag ar vuez a zo bet diskouezet, ha ni hon euz he gwelet, hag e roomp testeni anezhi, hag e tiscleriomp deoc’h ar vuez eternel, pehini a oa gant an Tad, hag a zo en em ziskouezet deomp;) 3ar pez hon euz gwelet ha klevet eo a ziscleriomp deoc’h, evit ma ho pezo‐c’honi communion ganeomp. Hogen, hor c’hommunion a zo gant an Tad ha gant Jesus‐Christ he Vab. 4Ha ni a scriv an traou‐man deoc’h, evit ma vezo parfet ho joa.
5Hogen, ar c’helou hon euz klevet diganthan, hag a ziscleriomp deoc’h, eo ma’z eo Doue sclerijen, ha n’ez euz tevalijen e‐bed enhan. 6Mar leveromp hon euz communion ganthan, ha mar baleomp en devalijen, e leveromp gaou, ha ne heulliomp ket ar wirionez. 7Mes mar baleomp er sclerijen, evel ma ema he‐unan er sclerijen, hon euz communion an eil gant egile, ha goad Jesus‐Christ he Vab a neta ac’hanomp a bep pec’hed. 8Mar leveromp n’hon euz ket a bec’hed, en em dromplomp hon‐unan, hag ar wirionez n’ema ket enomp. 9Mar c’hanzavomp hor pec’hejou, hen a zo fidel ha just evit ho fardoni deomp, hag evit netaad ac’hanomp euz a bep injustis. 10Mar leveromp n’hon euz ket a bec’hed, e lekeomp anezhan da c’haouiad, hag he c’her n’ema ket enomp.
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.