CHABISTR XIV.
1Dalc’hit da heuil ar garantez; c’hoantait ive gant ardor an donezonou spirituel, mes dreist holl an donezon da brofetisa. 2Rag an hini a gomz en eul langach ha n’eo ket anavezet, na gomz ket ouz an dud, mes ouz Doue, pa’z eo gwir ne intent den anezhan, hag e lavar mysteriou en he spered. 3Mes an hini a brofetis, a gomz ouz an dud, evit ho edifia, ho exhorti hag ho c’honsoli. 4An hini a gomz eul langach ha n’eo ket anavezet, en em edifi he‐unan; mes an hini a brofetis, a edifi an Iliz. 5Me a garfe ho kwelet holl o komz langachou, mes dreist holl o profetisa; rag brassoc’h eo an hini a brofetis, eged an hini a gomz langachou, nemed dond a rafe d’ho rei da intent, evit ma teuio ac’hane edification d’an Iliz. 6Breman, breudeur, mar teufen d’ho kavoud en eur gomz langachou ha na intentfe den anezhe, pe seurt vad a rafen‐me deoc’h, ma ne lavarfen ket deoc’h komzou a revelation, pe a wiziegez, pe a brofesi, pe a zoctrin? 7Er memeus doare, mar ne deu an traou ha n’ho deuz buez e‐bed mes pere a ra trouz, evel eur fleüt, pe eun delen, da rei toniou dishenvel, penaos e vezo gouvezet petra a vez canet gant ar fleüt, pe gant an delen? 8Ha mar deu an drompil da ober eun tôn ha na intento den petra eo, piou en em breparo evit ar gombat? 9Evel‐se ive c’houi, mar grit eur brezegen en eul langach ha na hell den he gompren, penaos ec’h hallo an dud gouzout petra a livirit? rag komz a reot en ear. 10Na pegement a seurt geriou, evel a ouzoc’h, n’euz ket er bed? Ha beza ez euz unan‐benag ha na zinifife netra? 11Dre‐ze, mar na ouzon ket petra a zinifi ar c’homzou‐ze, e vezin eun divroad evit an hini a gomz, hag an hini a gomz eun divroad evidoun. 12Evel‐se eta, pa zesirit stard an donezonou spirituel, klaskit ho c’haoud en abondans evit edification an Iliz. 13Abalamour da ze, an hini a gomz eul langach ha n’eo ket anavezet, ra c’houlenno an donezon d’hen rei da gompren. 14Rag, mar pedan en eul langach dizanavezet, va spered a bed, mes va intentamant a choum difrouez. 15Petra a zo eta da ober? Me a bedo dre va spered, mes pidi a rin ive gant va intentamant. Me a gano dre va spered, mes cana a rin ive gant va intentamant. 16Anez, mar bennigez dre da spered, penaos ec’h hello an hini a zalc’h plas eun ignorant respont Amen, goude da action a c’hras, pa ’z eo gwir ne oar ket petra a leverez? 17Gwir eo penaos an actionou a c’hras a rentez a zo mad meurbed; mes ne roont edification e‐bed d’ar reall. 18Trugarekaad a ran va Doue, abalamour ma komzan muioc’h a langachou egedoc’h holl; 19mes gwell e vez ganen lavaret en Iliz pemp ger gant va intentamant evit gallout ive kelen ar re all, eged dec mil en eul langach ha na intentfe den anezhan.
20Breudeur, na vezit ket bugale e‐kenver ar skiant; mes e‐kenver ar fallentez bezit bugaligou; hag evit ar pez a zell ar skiant bezit tud c’hreat. 21Scrivet eo el lezen: Dre dud a langach all, ha dre vuzellou estranjour e komzin ouz ar bobl‐man, ha koulskoude evel‐se na zelaouint ket ac’hanoun, eme an Aotrou. 22Evelse eta al langachou a zo eur sin a‐berz Doue, nann evit ar re a gred, mes evit ar re na gredont ket; eleac’h ar brofesi a zo eur sin, nann evit ar re na gredont ket, mes evit ar re a gred. 23Mar deu eta an Iliz holl d’en em assambli en eur memeus leac’h, ha mar deu an holl da gomz langachou dianavezet, ha mar deu eno tud simpl, pe tud incredul, ha na livirint‐hi ket hoc’h euz kollet ho skiantvad? 24Mes mar deu an holl da brofetisa, ha mar deu eno eun den incredul, pe eun den hep gwiziegez, he‐man a zo confontet gant an holl, ha barnet gant an holl; 25hag evel‐se an traou kuzet euz he galon a vezo dizoloet, hag o kweza evel‐se d’an douar, e teuio da adori Doue, ha da ziscleria dre‐holl ema Doue en ho touez en gwirionez.
26Petra eta, breudeur, a dleithu da ober? Pa deuit d’en em dastum assambles, ha beza hen deuz pep hini ac’hanoc’h eur c’hantic, pe eur gelenadurez, pe eul langach estranjour, pe eur revelation, pe eun dra‐benag da rei da intent? Ra vezo great pep tra evit an edification. 27Mar d’euz unan‐benag hag a gomz eul langach estranjour, ra vezo, d’an hirra, daou pe dri anezhe, hag an eil goude egile; ha ra vezo eno unan evit rei ho c’homzou da gompren. 28Mar n’euz den evit rei da gompren, ra zeuio an hini a gomz eul langach estranjour da devel en Iliz, ha ra gomzo outhan he‐unan hag ouz Doue. 29Na dle komz nemed daou pe dri euz ar brofeted, hag ar re all a dle barna. 30Ha mar hen deuz unan euz ar re a zo eno eur revelationbenag, ra zeuio ar c’henta da devel. 31Rag holl ec’h hellit profetisa an eil goude egile, evit ma teuio an holl da zeski, ha da veza kelennet. 32Hogen, sperejou ar brofeted a rank plega d’ar brofeted; 33rag Doue n’eo ket eun Doue a zizurz, mes eun Doue a beoc’h.
34Evel ma her gweler en holl Ilizou ar zent, ra zeuio ho kragez da devel en Ilizou, rag n’eo ket permetet dezhe komz eno; ha ra vezint sentus, hervez ma lavar ive al lezen. 35Mar fell dezhe diski eun dra‐benag, ra interrojint ho friejou en ho zi; rag n’e ket deread d’ar gragez komz en Iliz. 36Daoust ha diganeoc’h‐hu eo deuet Ger Doue, pa daoust ha beteg enoc’h‐hu hep‐ken e vefe deuet?
37Mar d’euz unan‐benag hag a sonj dezhan beza profet, pe kaoud Spered Doue, ra anzavo penaos an traou a scrivan deoc’h a zo gourc’hemenou a‐berz an Aotrou. 38Ha mar d’euz unan‐benag hag a fell dezhan choum heb anaoudegez var gement‐man, ra choumo.
39Evel‐se eta, breudeur, desirit gant nerz an donezon da c’hallout profetisa, ha na zifennit ket ouz an den komz langachou estranjour. 40Ra vezo great pep tra deread ha gant reiz.